Leviegezh 23:20
Ha pa en dévézô ar bélek hô savet dirâg ann Aotrou gan̄t baraou ar préveûdi, é kouézin̄t enn hé gers.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
19Kenniga a réot ivé eur bouc’h évid ar péc’hed, ha daou oan bloaz ével hostivou a béoc’h.
Cross References
Leviticus 7:29Komz out mipien Israel, ô lavarout: Néb a gennig eunn hostiv a béoc’h d’ann Aotrou, ra gennigô enn hévéleb amzer ar sakrifiz, da lavaroud eo hé braoued-kennig.
Leviticus 10:14Dibri a réod ivé té, da vipien ha da verc’hed, enn eul léac’h glân-brâz, ar poull-kaloun a zô bét kenniget, hag ar skoaz a zô bét lékéat a dû; râg eûz a hostivou péoc’huz bugalé Israel in̄t bét miret évid-od, hag évid da vipien;
Numbers 18:8Hag ann Aotrou a gomzaz out Aaron: Chétu em eûz rôet d’id va fréveûdiou da viret. (T). Rôed em eûz d’id ha d’az vipien évid ar garg a vélek, dré eul lézen peûr-baduz, kémen̄d a zô kenniget d’in gan̄t bugalé Israel.
Luke 2:14Gloar da Zoué enn uc’héla eûz ann én̄vou, ha péoc’h war ann douar d’ann dûd a ioul vâd.