Leviegezh 23:27
Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé, a vézô ann deiz a zic’haouidigez brudet-brâz, hag é vézô galvet san̄tel: enn deiz-zé é c’hlac’harot hoc’h énéou, hag é kennigot eur sakrifiz-losk d’ann Aotrou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
26Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
Cross References
Leviticus 16:11Goudé béza gréat kémen̄t-sé hervez ar gourc’hémenn, é kennigô al leûé; hag ô pidi évit-han̄ hé-unan hag évid he dî, é lazô anézhan̄.
Leviticus 16:16Ha ma c’hlanô ar san̄tuar diouc’h saotrou bugalé Israel, ha diouc’h hô faziou, hag hô holl béc’héjou. Ann hévélep lîd a rai war dabernakl ann desténi, a zô savet enn hô c’hreiz é-mesk ar saotrou eûz hô zeltou.
Leviticus 16:29Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.
Numbers 29:7Ann dékved deiz eûz ar seizved mîz-zé a vézô ivé san̄tel hag énoruz évid-hoc’h: gwana a réot hoc’h énéou enn deiz-zé, ha na réot labour gouniduz é-béd enn-han̄.
Psalms 35:13Hôgen mé pa hégen̄t ac’hanoun, é wiskenn eur zaé reûn. Va éné a vuéléenn er iûn; ha va féden a drôenn war-zû va askré.
Daniel 10:2Enn deisiou-zé, me Daniel a wélaz bemdez a-héd teir zizun.