Leviegezh 25:9
Hag enn dékved deiz eûz ar seizved mîz, a zô ann amzer eûz ann dic’haouidigez, é lékéot da zeni ann drompiḻ enn hoc’h holl zouar.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 16:29Hag ann dra-zé a vézô reiz ha peûr-baduz enn hô touez. Er seizved mîz, d’ann dékved deiz eûz ar mîz, é c’hlac’harot hoc’h énéou, ha na réot labour é-béd, kén ar ré a zô ganet enn hô prô, kén ar ré a zô deûet eûz a ziavéaz brô hag a gerz enn hô touez.
Leviticus 23:24Lavar da vugalé Israel: Er seizved mîz, d’ar c’hen̄ta deiz eûz ar mîz, é lidot ar sabbat gan̄t ann drompiḻou, é koun eûz ar zoun anézhô; hag ann deiz-sé a vézô galvet san̄tel. (M).
Leviticus 25:10San̄téla a rî ann han̄ter-kan̄tved bloaz, nag è c’halvi ann diskarg war ar ré holl a choumô enn da zouar; râk bloaz ar Jubilé eo. Pép dén a zistrôi d’hé vadou ken̄t, ha pép-hini a zistrôi d’hé gen̄ta tûd:
Leviticus 27:24Hôgen é bloaz ar Jubilé, é tistrôi d’hé berc’hen ken̄t, péhini en dôa hé werzet, pé en dôa hé bét enn hé gers diouc’h ann darvoud.
Numbers 36:4Hag ével-sé é c’hoarvézô pénaoz, pa vézô deûet ar Jubilé, da lavaroud eo, ann han̄ter-kan̄tved bloaz, pé bloaz ann distol, lôdennou ar sort a vézô kemmesket, ha digwéz eur ré a dréménô d’ar ré all.
Psalms 89:16Trida a rain̄t enn da hanô héd ann deiz; hag enn da reizded é vézin̄t savet.