The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 25

1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez war vénez Sinai, ô lavarout:

2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Pa viot éat enn douar a rôinn d’é-hoc’h, é mirot sabbat ann Aotrou.

3E-pâd c’houec’h bloaz éc’h hadi da bark, hag é-pâd c’houec’h bloaz é trouc’hi da winien, hag é tastumi hé frouez.

4Hôgen er seizved bloaz é vézô sabbat ann douar, pé éhan ann Aotrou: na hadi két da bark, ha na drouc’hi két da winien.

5Na védi két ar péz a rôi ann douar anézhan̄ hé-unan: ha na zastumi két bôdou-rézin da bréveûdi, ével pa vé ann éost rézin; râk bloaz éhan ann douar eo;

6Hôgen da voéd é vézin̄t d’é-hoc’h, d’id, ha d’as mével, ha d’as plac’h, ha d’as gôpr-dévézour, ha d’ann diavésiad a choum gan-éz.

7Kémen̄d a ziwanô anézhan̄ hé-unan a vézô ivé da voéd d’as loéned-samm ha d’as loéned all.

8Nivéri a ri ivé seiz sizun a bloasiou, da lavaroud eo, seiz gwéach seiz, péré a ra enn-holl naô bloaz ha daou-ugen̄t;

9Hag enn dékved deiz eûz ar seizved mîz, a zô ann amzer eûz ann dic’haouidigez, é lékéot da zeni ann drompiḻ enn hoc’h holl zouar.

10San̄téla a rî ann han̄ter-kan̄tved bloaz, nag è c’halvi ann diskarg war ar ré holl a choumô enn da zouar; râk bloaz ar Jubilé eo. Pép dén a zistrôi d’hé vadou ken̄t, ha pép-hini a zistrôi d’hé gen̄ta tûd:

11Rag ar Jubilé eo hag ann han̄ter-kan̄tved bloaz. Na hadot két, ha na védot két ar péz en dévézô rôet ann douar anézhan̄ hé-unan, ha na zastumot két préveûdi ann éost rézin,

12Évit san̄téla ar Jubilé; hôgen dibri a réot râk-tâl ar péz a géfot er parkou.

13É bloaz ar Jubilé ann holl a zistrôi d’hé vadou ken̄t.

14Pa werzi eunn dra d’as brôad, pé pa bréni eunn dra digan̄t-han̄, na c’hlac’har két da vreûr; hôgen prén digan̄t-han̄ hervez ann niver eûz a vloavésiou ar Jubilé.

15Hag hén̄ a werzô d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez:

16Seûl vui é choumô a vloavésiou goudé ar Jubilé, seûl vrasoc’h é vézô ar priz; ha seûl nébeûtoc’h é choumô a amzer, seûl nébeûtoc’h é koustô ar péz a bréneur; rag gwerza a rai d’id hervez ar préd da zastumi ar frouez.

17Na c’hlac’harit két hô kenvreûdeûr; hôgen doujet pép-hini hé Zoué; rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

18Grit va c’hélennou, ha mirit va barnédigézou, ha sévénit-hô, évit ma hellot choum war ann douar hép spoun̄t,

19Ha ma rôi ann douar d’é-hoc’h hé frouez, gan̄t péré é hellot en em vaga ha kaout hô kwalc’h anézhô, hép kaout aoun rak diboell é-béd.

20Ma livirit: Pétrâ a zebrimp ni er seizved bloaz, ma n’hon eûz két hadet, ha ma n’hon eûz két dastumet hor frouez?

21Mé a rôi va bennoz d’é-hoc’h er c’houec’hved bloaz, hag hî a zougô d’é-hoc’h frouez tri bloaz.

22Enn eizved bloaz éc’h hadot, hag é tebrot ar frouez kôz bétég ann naved bloaz; kén na zavô ar frouez névez, é tebrot ar frouez kôz.

23Na vézô két gwerzet ann douar da-vikenn; rak d’in eo; ha c’houi, diavésidi, n’oc’h német va mésérien.

24Dré-zé ar madou douarek a vézô d’é-hoc’h a vézô gwerzet dindân diviz a zaspren.

25Mar d-eo deûet da vreûr da véza paour (T), ha mar gwerz lod eûz hé drâ; mar fell d’hé gar nesa, é hellô daspréna ar péz en dévézô gwerzet.

26Ma n’en deûz két a gar nés, hôgen mar gell hé-unan kavout péadrâ da zaspréna hé drâ,

27É vézô nivéret bloavésiou ar frouez abaoé ma en deûz gwerzet; hag ô tisteûrel ann dilerc’h d’ar préner, é tistrôi ével-sé enn hé drâ.

28Ma na hell két kavout péadrâ évid disteûrel ar prîz eûz hé drâ, ar préner a virô ar péz en deûz prénet, bété bloaz ar Jubilé. Rag er bloaz-zé, kémen̄t madou gwerzet a zistrôi d’hé aotrou ha d’hé berc’hen ken̄t.

29Néb en dévézô gwerzet eunn tî enn diabarz eûz a vuriou eur géar, a hellô hé zaspréna é-pâd eur bloaz héd-da-héd.

30Ma n’hen dasprén két, ha mar d-eo tréménet eur bloaz héd-da-héd, ar préner a vézô hé berc’hen, hag hé dûd hé-c’houdé da-vikenn; ha na vézô két gellet hé zaspréna, er Jubilé zôkén.

31Ma éma ann tî enn eur géarik divur, é vézô gwerzet diouc’h gwîr ar parkéier: ma n’éo két bét dasprénet ken̄toc’h, é tistrôi d’hé aotrou e bloaz ar Jubilé.

32Tiez al Lévited a zô er c’heriou, a hell béza dasprénet é péb amzer.

33Ma n’in̄t két bét dasprénet, é tistrôin̄t d’hô ferc’hen é bloaz ar Jubilé, rak tiez al Lévited er c’heriou a zô hô zrâ é-touez bugalé Israel.

34Hôgen ann tiez hô dévézô war harzou kear (M) na vézin̄t két gwerzet, rag eur gers peûr-baduz eo d’ézhô.

35Mar d-eo deûet paour da vreûr, ha mar d-eo mac’hañ a zourn, ha ma éc’h eûz hé zigéméret ével eunn diavésiad hag eunn ergerzer, ha ma en deûz bévet gan-éz,

36Na gémer két a gampi diout-han̄, nag ouc’h-penn égét n’éc’h eûz rôet. Douj da Zoué, évit ma hellô da vreûr béva enn da dî.

37Na rôi két da arc’han̄t d’ézhan̄ war gampi, ha na c’houlenni két digan̄t-han̄ muioc’h a voéd égét n’as pézô rôet d’ézhan̄.

38Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûs hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit rei d’é-hoc’h douar Kanaan, hag évit béza hô Toué.

39Mar d-eo kouézet da vreûr er baouren̄tez, ha mar d-eo en em werzet d’id, na waski két anézhan̄ gan̄t gwazoniez ar sklaved;

40Hôgen ével eur gôpr-dévézour hag eur mérer é vézô; beté bloaz ar Jubilé é labourô enn da dî;

41Goudé-zé éz ai kuît gan̄d hé vugalé, hag é tistrôio étrézég hé dûd, hag é madou hé dadou:

42Rak va sklaved in̄t, ha mé eo em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt. Dré-zé na werzot két anézhô ével ar sklaved all.

43Na wask két da vreûr gan̄d da c’halloud; hôgen douj da Zoué.

44Hô pézet sklaved ha sklavézed eûz a douez ar brôadou a zô war hô trô.

45Béz’ hô pézô ivé évit sklaved ann diavésidi a zô deûet enn hô touez, pé ar ré a zô ganet anézhô enn hô prô.

46Hô rei a réot gan̄t eur gwir a zigwéz d’hô pugalé enn hô-koudé, hag hô ferc’hen é viot da-vikenn; hôgen na waskot két gan̄d hô kalloud hô preûdeûr, bugalé Israel.

47Mar teû eunn diavésiad pé eunn ergerzer da binvidikaat enn hô prô gan̄d hé labour, ha mar teû unan eûz hô preûdeûr da baouraat, ha d’en em werza d’ézhan̄, pé da unan eûz hé dûd;

48Goudé ma vézô bét gwerzet, é hell hé-man̄ béza dasprénet. Ann hini eûz hé vreûdeûr a fellô d’ézhan̄ hé zaspréna, hé zasprénô;

49Hé éon̄tr, pé hé gen̄derf, hé gâr pé hé nés. Hôgen ma hell hé-unan en em zaspréna, en em zasprénô;

50Goudé béza nivéret ar bloavésiou adaleg ann amzer eûz hé werzidigez bété bloaz ar Jubilé; ha goudé béza tennet ann arc’han̄t évit péhini é oa en em werzet, diouc’h ann niver eûz ar bloavésiou, ha gôbr eur gopr-dévezour.

51Mar choum c’hoaz kalz a vloavésiou bétég ar Jubilé, é tistolô ivé muioc’h a arc’han̄t;

52Ma éz eûz nébeût a vloavésiou, é rai hé goun̄t gan̄d hé vestr diouc’h ann niver a vloavésiou, hag é tistolô d’hé bréner diouc’h ar vloavésiou a choum,

53Goudé béza tennet ar gôbr a vézô dléet d’ézhan̄ évid ann amzer ma en dévézô servichet. Na waskô két hé vestr anézhan̄ gan̄t diboell dira-z-oud.

54Ma na hell két béza dasprénet enn doaré-zé, éz ai kuît é bloaz ar Jubilé gan̄d hé vugalé.

55Rak bugalé Israel a zô va sklaved, péré em eûz tennet eûz a zouar ann Éjipt. ———— XXVI. PENNAD. Bennoz d’ar ré a virô kélennou Doué, ha malloz d’ar ré hô zorrô.

← Leviegezh 24Read In The App, Free →Leviegezh 26 →

Study Leviegezh 25

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627