The Bible Software
Leviegezh · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Leviegezh 26

1Mé eo ann Aotrou hô Toué; na réot két a idol évid-hoc’h, na skeûdennou; na zavot két a beûliou, ha na lékéot két a véan arwésiuz enn hô touar, évid hé azeûli. Rak mé eo ann Aotrou hô Toué.

2Mirit va deisiou sabbat, ha krénit dirâk va san̄tuar. Mé eo ann Aotrou.

3Mar kerzit em c’hélennou, mar mirit va gourc’hémennou, ha ma hô sévénit, é rôinn d’é-hoc’h glaoéier enn hô amzer.

4Ann douar a zougô hé héginou, hag ar gwéz a vézô leûn a frouez.

5Dournérez ann édou a dizô ann éost rézin, hag ann éost rézin a vézô tizet gan̄d amzer ann hadérez; hô para a zebrot hag hô pézô hô kwalc’h, hag héb aoun é-béd é choumot enn hô touar.

6Ar péoc’h a rôinn enn hoc’h harzou; kouska a réot, ha na viot spountet gan̄d dén. Ar gwall loéned a bellainn diouz-hoc’h; ha klézé ann énébourien na dréménô két dré hoc’h harzou.

7War-lerc’h hoc’h énébourien éz éot, hag é vézin̄t diskaret stan̄k dira-z-hoc’h.

8Pemb ac’hanoc’h a iélô war-lerc’h kan̄t diavésiad, ha kan̄t ac’hanoc’h war-lerc’h dék mil; hoc’h énébourien a gouézô gan̄d ar c’hlézé dira-z-hoc’h.

9Mé a zellô ouz-hoc’h hag hô lakai da greski: paota a réot, ha mé a grétai va gévrédigez gan-é-hoc’h.

10Ar frouez kôz-brâz a zebrot, ha pa zeûi a-founn ar frouez névez, é taolot ar frouez kôz.

11Lakaad a rinn va zabernakl enn hô kreiz, ha va c’haloun na zistolô két ac’hanoc’h.

12Mé a valéô enn hô touez, hag a vézô hô Toué, ha c’houi a vézô va fobl.

13Mé eo ann Aotrou hô Toué, péhini en deûz hô tennet eûz a zouar ann Éjipt, évit na vijac’h két da sklaved d’ézhô, hag en deûz torret chadennou hô kouzougou, évid hô lakaad da gerzout sounn.

14Ma na zélaouit két ac’hanoun, ha ma na zévénit két va holl c’hourc’hémennou,

15Mar grit faé war va lézennou, ha mar disprizit va barnédigézou, ma na rît két ar péz em eûz gourc’hémennet d’é-hoc’h, ha mar torrit va c’hévrédigez;

16Chétu ivé pétrâ a rinn d’é-hoc’h: don̄d a rinn buan d’hô kwélout gan̄d ann diénez, ha gan̄d ar c’hrouez a zizec’hô hô taoulagad, hag a goazô hô puéz. Enn-aner eo éc’h hadot éd, rag hoc’h énébourien a wastô anézhan̄.

17Lakaad a rinn drouk da zével enn-oun (T) enn hoc’h énep, ha c’houi a vézô diskaret dirâg hoc’h énébourien; ha c’houi a blégô dindân ar ré hô kasai; tec’houd a réot, hép ma vé dén war hô lerc’h. (T).

18Goudé-zé ma na zen̄tit két ouzin, é kreskinn seiz gwéach hô kastiz, enn abek d’hô péc’héjou;

19Hag é vrévinn hô kaloun balc’h ha kalet. Lakaad a rinn ann én̄v da véza ével houarn d’é-hoc’h, hag ann douar ével arm.

20Hô labour a vézô dic’hounid, ann douar na rôi két a éd d’é-hoc’h, nag ar gwéz a frouez.

21Mar kerzit c’hoaz a-énep d’in, ha ma na fell két d’é-hoc’h va sélaoui, mé a greskô hô kouliou seiz gwéach ouc’h-penn enn abek d’hô péc’héjou.

22Kâs a rinn enn hoc’h énep loéned ferô, péré a zagô ac’hanoc’h hag hô chatal, hag hô lakai holl da nébeût; hag hoc’h hen̄chou a zeûi ével distrôiou.

23Goudé-zé ma na fell két d’é-hoc’h mon̄t war wellaat, ha mar kerzit bépréd em énep,

24É kerzinn ivé mé enn hoc’h énep, hag é skôinn gan-é-hoc’h seiz gwéach muioc’h enn abek d’hô péc’héjou;

25Hag é tigasinn war-n-hoc’h ar c’hlézé a ven̄jô va c’hévrédigez; ha pa en em dennot er c’heriou, é kasinn ar vosen enn hô touez hag é viot lékéat étré daouarn hoc’h énébourien,

26Goudé m’am bézô torret hô pâz, mé lavar hô para (T), enn hévélep doaré ma poazô dék grég bara enn eur fourn hép-kén, hag é rôin̄t anéz-han̄ diouc’h ar pouéz; na c’houi a zebrô, ha n’hô pézô két hô kwalc’h.

27Goudé-zé ma na zélaouit két ac’hanoun, ha mar kerzit c’hoaz a-énep d’in;

28Mé a gerzô ivé enn hoc’h énep gan̄d eunn hévélep kounnar, mé hô kastizô gan̄t seiz gouli enn abek d’hô péc’héjou;

29Enn hévélep doaré ma tebrot kîg hô mipien hag hô merc’hed.

30Diskara a rinn hô lec’hiou uc’he1, hag é torrinn hô skeûdennou. Kouéza a réot é-kreiz ann diskar eûz hoc’h idolou, ha va éné a argarzô ac’hanoc’h;

31Enn hévélep doaré ma likiinn hô keriou ével eunn distrô, ha n’az ai dén enn hô san̄tuariou, ha na zigémérinn mui c’houés mâd ar sakrifisou.

32Gwasta a rinn hô touar, hoc’h énébourien a vézô souézet diwar hé benn, pa vézin̄t deûet da choum enn-han̄.

33Mé hô skiñô é-touez ar brôadou, hag a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h; hô touar a vézô dilézet hag hô keriou a vézô disman̄tret

34Neûzé ann douar en dévézô hé zeisiou sabbat é-pâd ann holl zeisiou ma vézô goullô. (T).

35É-pâd ma viot é douar ann énébourien, é rai hé zabbat, hag éc’h éhanô pa vézô lézet hé-unan, ô véza n’eo két bét éhanet enn hô teisiou sabbat, pa choumac’h enn-han̄.

36Ar ré ac’hanoc’h a choumô, é skôinn hô c’haloun gan̄t spoun̄t é brôiou hô énébourien; trouz eunn délien war-nich hô lakai da gréna, hag é tec’hin̄t ével rag eur c’hlézé; kouéza a rain̄t, hep ma vé dén war hô lerc’h.

37Pép-hini anézhô a gouézô war hé vreûdeûr, ével pa dec’hfen̄t diouc’h ar brézel; hini ac’hanoc’h na grédô ôber-penn d’hoc’h énébourien.

38Mervel a réot é-touez ar brôadou, hag é varvot é douar hoc’h énébourien. (T).

39Mar choum c’hoaz eur ré-bennâg anézhô, é tizéc’hin̄t enn hô fallagriézou é douar hô énébourien, hag é vézin̄t glac’haret enn abek da béc’héjou hô zâdou ha d’hô ré hô-unan;

40Kén na govésain̄t hô fallagriézou ha ré hô zadou, dré béré hô deûz torret va lézennou, hag hô deûz kerzet a-énep d’in.

41Ha mé ivé a gerzô enn hô énep, hag é kasinn anézhô é douar hô énébourien (T), bété ma rusiô hô c’haloun dienwadet; neûzé é pédin̄t évid hô fallagriézou.

42Sonch em bézô eûz va gévrédigez gan̄t Jakob, gan̄d Isaak, ha gan̄d Abraham; sonch em bézô ivé eûz ann douar,

43Péhini, goudé béza bét dilézet gan̄t-hô, en en blijé enn hé zeisiou sabbat (T), ô c’houzan̄vi ann dizarempred enn abek d’ézhô; hôgen hî a bédô neûzé ac’hanoun évid hô féc’héjou, ô véza ma hô dévézô distolet va barnédigézou, ha disprizet va lézennou.

44Ha koulskoudé é-pâd ma édon̄t é douar hô énébourien (T), n’em eûz két hô distolet krenn, ha n’em eûz két hô disprizet bétég hô dizeria, ha lakaad da véza gwân ar gévrédigez em eûz gréat gan̄t-hô. Rak mé eo ann Aotrou hô Doué.

45Ha mé em bézô sonch eûz va gévrédigez gôz, pa em eûz hô zennet eûz a zouar ann Éjipt dirâg ar brôadou, évit ma vijenn hô Doué. Mé eo ann Aotrou. Chétu ar barnédigézou, hag ar gélennou, hag al lézennou en deûz rôet ann Aotrou étré hén̄ ha bugalé Israel, war vénez Sinai, dré zourn Moizez. ———— XXVII. PENNAD. Lézennou diwar-benn ar gwéstlou.

← Leviegezh 25Read In The App, Free →Leviegezh 27 →

Study Leviegezh 26

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324252627