Leviegezh 26:8
Pemb ac’hanoc’h a iélô war-lerc’h kan̄t diavésiad, ha kan̄t ac’hanoc’h war-lerc’h dék mil; hoc’h énébourien a gouézô gan̄d ar c’hlézé dira-z-hoc’h.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7War-lerc’h hoc’h énébourien éz éot, hag é vézin̄t diskaret stan̄k dira-z-hoc’h.
9Mé a zellô ouz-hoc’h hag hô lakai da greski: paota a réot, ha mé a grétai va gévrédigez gan-é-hoc’h.
Cross References
Numbers 14:9Na zavit két a-éneb ann Aotrou, ha n’hô pézet kéd a aoun râk pobl ann douar-zé; râk ni a hell hî loun̄ka ével eunn tamm bara; pelléat eo pép skoazel diout-hô; éma ann Aotrou gan-é omp; n’hô pézet két a aoun.
Deuteronomy 28:7C’houéac’h-ugen̄t vloaz en dôa Moizez pa varvaz: neûzé né oa két téval hé zaoulagad nag hé zen̄t ne loc’hen̄t két. (T).
Joshua 23:10Ha na fellaz ket d’in hé zélaoui, hôgen enn-énep é vennigiz ac’hanoc’h dré-z-han̄, hag hô tenniz eûz hé zaouarn.
Judges 15:15Hag ô véza kavet eur garvan, da lavaroud eo, eur garvan azen, a oa war ann douar, é kéméraz anézhi hag é lazaz gan̄t-hi mil dén.
1 Samuel 14:13Ha pa oé deûet Samuel étrézé Saül, é lavaraz Saül d’ézhan̄: Benniget ra vézi gan̄d ann Aotrou. Mé em eûz sévénet gér ann Aotrou.
1 Chronicles 11:11Ha chétu aman̄ ann niver eûz a dûd kré David. Jesbaam, mâb Hac’hamoni, prin̄s war drégon̄t; hen-nez a zavaz hé wâf war dri c’han̄t, péré a c’hlazaz enn eur wéach.