Leviegezh 27:21
Râk pa vézô deûet deiz ar Jubilé, é vézô san̄tél d’ann Aotrou, dré ma’z eo eunn dra a zô bet gwéstlet hag a zô gwîr ar véléien. (T).
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 25:28Ma na hell két kavout péadrâ évid disteûrel ar prîz eûz hé drâ, ar préner a virô ar péz en deûz prénet, bété bloaz ar Jubilé. Rag er bloaz-zé, kémen̄t madou gwerzet a zistrôi d’hé aotrou ha d’hé berc’hen ken̄t.
Leviticus 27:28Kémen̄d a zô gwéstlet d’ann Aotrou, daoust pé eunn dén eo, pé eunn anéval, pé eur park, na vézô két gwerzet, ha na hellô két béza dasprénet. Kémen̄t a vézô bét gwéstlet eur wéach, a vézô san̄tel-brâz d’ann Aotrou.
Deuteronomy 13:17É savin̄t hô daou, er striv-zé étré-z-hô, dirâg ann Aotrou, hag é gwél ar véleien hag ar varnerien a vézô é karg enn deisiou-zé.
Ezra 10:8Ha pénaoz piou-bennâg na vijé két deûet a-benn tri deiz, hervez kuzul ar brin̄sed hag ann hénaoured, a vijé tennet digan̄t-han̄ hé holl drâ, hag é vijé-hén̄ distolet eûz a strollad ar ré a oa deûet eûz ann dizougadur.