Leviegezh 27
1Ann Aotrou a gomzas c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Komz out bugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Ann dén en dévézô gréat eur gwéstl, hag en dévézô rôet he vuez da Zoué, a roi ar prîz-man̄, hervez ma vézô prizet.
3Mar d-eo eur goaz adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann tri-ugen̄tved, é rôi han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t hervez men̄t ar san̄tuar:
4Mar d-eo eur vaouez, é rôi trégon̄t.
5Adalek pemp ploaz bétég ugen̄t, eur paotr a rôi ugen̄t sikl; hag eur plac’h dék.
6Adaleg eur mis bété pemp ploaz, é vézô rôet pemp sikl évid eur paotr, ha trî évid eur plac’h.
7Adalek tri-ugen̄t vloaz hag ouc’h-penn, eur goaz a rôi pemzék sikl; nag eur vaouez dék.
8Mar d-eo eur paour, ha ma na hell két paéa hervez ma’z eo prizet, éz ai dirâg ar bélek hag é rôi diouc’h ma prizô ar bélek, ha diouc’h ma wélô é hellô paéa.
9Mar gwéstl eur ré eunn anéval, hag a hell béza lazet évid ann Aotrou, é vézô san̄tel ann anéval,
10Ha na vézô két gellet hé gemma, da lavaroud eo, rei unan gwelloc’h évid unan fall, nag unan falloc’h évid unan mâd; mar béz kemmet, ann anéval a vézô bét kemmet, hag ann hini évit péhini é vézô bét kemmet, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou.
11Mar gwéstl eur ré eunn anéval dic’hlan, ha na hell két béza lazet évid ann Aotrou, é vézô kaset ann anéval dirâg ar bélek,
12Péhini a varnô mar d-eo mâd pé fall, hag a lakai hé brîz d’ézhan̄.
13Mar fell d’ann hini en deûz hé genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄.
14Mar kennig eur ré hé dî, ha ma hé wéstl d’ann Aotrou, ar bélek a évésai mar d-eo mâd pé fall, ha diouc’h ar prîz a vézô lékéat gan̄t-han̄, é vézô gwerzet.
15Hôgen mar fell d’ann hini en deûz hé genniget hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz a vézô bét gréat anézhan̄, hag en dévézô ann tî.
16Mar kennig ha mar gwéstl d’ann Aotrou ar park zô hé drâ, hervez men̄t ann hadérez é vézô prizet: mar béz hadet ann douar gan̄t trégon̄t bun̄s heiz, é vézô gwerzet han̄ter-kan̄t sikl arc’han̄t.
17Mar gwéstl hé bark adalek dérou bloaz ar Jubilé, é vézô prizet kémen̄d ha ma dalô.
18Hôgen ma hé wéstl nébeûd amzer goudé, ar bélek a nivérô ann arc’han̄t, hervez niver ar bloavésiou a choum bétég ar Jubilé, hag é tennô anézhan̄ eûz ar prîz.
19Mar fell d’ann hini en deûz kenniget ar park, hé zaspréna, é lakai eur bempved lôden dreist priz a oa bét gréat anézhan̄, hag é vézô ar park d’ézhan̄ adarré.
20Hôgen ma na fell két d’ézhan̄ hé zaspréna, ha mar d’eo bét gwerzet da eunn all, ann hini en deûz hé wéstlet na hellô mui hé zaspréna.
21Râk pa vézô deûet deiz ar Jubilé, é vézô san̄tél d’ann Aotrou, dré ma’z eo eunn dra a zô bet gwéstlet hag a zô gwîr ar véléien. (T).
22Hogen mar d-eo bét prénet ar park a zô gwéstlet d’ann Aotrou, ha ma n’eo ket deûet eûz a vadou ann tadou-kôz,
23Ar bélek a nivérô ann dalvoudégez bétég ar Jubilé; hag hén̄ a rôi d’ann Aotrou ar péz en dôa gwéstlet.
24Hôgen é bloaz ar Jubilé, é tistrôi d’hé berc’hen ken̄t, péhini en dôa hé werzet, pé en dôa hé bét enn hé gers diouc’h ann darvoud.
25Kémen̄t priz a vézô gréat hervez poéz sikl ar san̄tuar. Ugen̄t obolen a dal ar sikl. (T).
26Na hellô dén san̄téla na gwéstla ar ré gen̄ta-ganet, péré a zô d’ann Aotrou; râk mar d-eo eunn éjenn pé eunn dan̄vad, eo d’ann Aotrou.
27Mar d-eo dic’hlan ann anéval, néb en deûz hé genniget hé zasprénô hervez da briz, hag é lakai eur bempved lôden dreist ar prîz; ma na fell két d’ézhan̄ hé zaspréna, é vézô gwerzet da eunn all diouc’h ma éz pézô hé brizet.
28Kémen̄d a zô gwéstlet d’ann Aotrou, daoust pé eunn dén eo, pé eunn anéval, pé eur park, na vézô két gwerzet, ha na hellô két béza dasprénet. Kémen̄t a vézô bét gwéstlet eur wéach, a vézô san̄tel-brâz d’ann Aotrou.
29Kémen̄t gwéstl a vézô bét kenniget gan̄t eunn dén, na vézô két dasprénet; hôgen lékéat é vézô d’ar marô.
30Holl zéogou ann douar, daoust pé eûz ann édou, daoust pé eûz a frouez ar gwéz, a zô d’ann Aotrou, hag a zô gwéstlet d’ézhan̄.
31Hôgen mar fell da eur ré daspréna hé zéogou, é lakai eur bempved lôden dreist ar priz.
32Pép dékved eûz ann éjenned, eûz ann den̄ved, eûz ar gevr, hag eûz a gémen̄t a drémen dindân gwialen ar mésaer, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou.
33Na vézô két dilennet unan mâd nag unan fall, ha na vézô két kemmet unan évid égilé; mar kemm eur ré unan, ann hini a zô kemmet, hag ann hini évit péhini é vézô bét kemmet, a vézô gwéstlet d’ann Aotrou, ha na vézô két dasprénet.
34Chétu ar c’hourchémennou en deûz rôet ann Aotrou da Voizez évit bugalé Israel, war vénez Sinai. ————