Leviegezh 3:17
Dré eur gwîr peûr-baduz a-wenn-é-gwenn, hag enn hoc’h holl diez; ha na zebrot bikenn na goad, na lard. ———— IV. PENNAD. Sakrifiz évid ar péc’héjou a ziwiziégez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 6:15Ar béleg a gémérô eunn dournad bleûd a vézô bét sparfet gan̄d éôl, hag ann holl ézan̄s a vézô bet lékéat war-c’horré ar bleûd; hag é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eunn dra a c’houés vâd dirâg ann Aotrou.
Leviticus 7:23Komz out mipien Israel, ô lavarout: Na zebrot két lard ann dan̄vad, nag ann éjenn, nag ar c’havr.
Leviticus 7:26Na gémerrot két ken-nébeût da voéd goâd anéval é-béd, na goâd evned, na goâd loéned.
Leviticus 10:9Na évot két a wîn, nag a gémen̄t a hell mezvi, na c’houi nag hô mipien, pa’z éot é tabernakl ann désténi, gan̄d aoun na varchac’h: râg eur gourc’hémenn peûr-baduz eo enn hô rummou: