Leviegezh 3
1Mar gra eunn dén eur c’hennig a béoc’h, ha mar d’eo eur c’hennig a éjenned, pé bâr pé barez, é kennigô anézhô dinam d’ann Aotrou.
2Hag é lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi; hag ar véleien, mipien Aaron, a skuḻô ar goad war-dro ann aoter.
3Hag hî a gennigô d’ann Aotrou al lard a c’hôlô bouzellou ann hostiv a béoc’h, hag ann holl lard a zô enn diabars;
4Ann digroazel gan̄d al lard a c’hôlô ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gan̄d ann digroazelligou.
5Hag hî a zevô kémen̄t-sé war ann aoter gan̄d ar sakrifiz-losk, goudé béza lékéat tân dindân ar c’heûneûd, ével eur c’hennig a c’houés vâd d’ann Aotrou.
6Mar grâ eur c’hennig a béoc’h, ha mar d-eo eur c’hennig a zén̄ved, pé bâr pé barez, é vézin̄t dinam.
7Mar kennig eunn oan dirâg ann Aotrou,
8É lakai hé zourn war benn hé viktim, a vézô lazet é-tâl dôr tabernakl ann désténi: ha mipien Aaron a skuḻô hé c’hoad war-drô ann aoter.
9Hag hî a gennigô eûz ann hostiv péoc’huz-zé é sakrifiz d’ann Aotrou, al lard hag al lôst holl,
10Gan̄d ann digroazel, hag al lard a c’hôlô ar c’hôv, hag ann holl vouzellou, hag ann digroazel gan̄d al lard a zô oud ar c’hostésiou, ha kroc’hénen ann avu gan̄d ann digroazelligou.
11Hag ar bélek a zevô anézhô war ann aoter, évid boéd d’ann tân hag évit kennig d’ann Aotrou.
12Mar kennig eur c’havr dirâg ann Aotrou,
13É lakai hé zourn war hé fenn, hag é lazô anézhi é-tâl dôr tabernakl ann désténi; ha mipien Aaron a skuḻô hé goad war-drô ann aoter.
14Hag hî a gémérô anézhi évit boéta tân ann Aotrou, al lard a c’hôlô ar c’hôv hag ann holl vouzellou,
15Hag ann digroazel gan̄d ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou.
16Hag ar bélek a zevô anezhô war ann aoter, évid boéd d’ann tân, hag ével eur c’hennig a c’houés vâd. Ann holl lard a vézô d’ann Actrou,
17Dré eur gwîr peûr-baduz a-wenn-é-gwenn, hag enn hoc’h holl diez; ha na zebrot bikenn na goad, na lard. ———— IV. PENNAD. Sakrifiz évid ar péc’héjou a ziwiziégez.