Leviegezh 4:25
Ar bélek a zoubô hé vîz é goad hostiv ar péc’hed, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻo ann dilerc’h oud troad ann aoter.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 4:18Hag é lakai eûz ann hévélep goad war gerniel ann aoter a zô dirâg ann Aotrou é tabernakl ann désténi; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifisou-losk, a zô é-tâl dôr tabernakl ann désténi.
Leviticus 4:34Ar bélek a gémérô eûz hé c’hoad gan̄d hé vîz, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻô ann dilerc’h out troad ann aoter.
Leviticus 8:10Kéméroud a réaz ivé ann oléô sakr (T), gan̄t péhini éc’h éôliaz ann tabernakl gan̄d hé holl listri.
Leviticus 9:9Hé vipien a zigasaz d’ézhan̄ ar goâd, é péhini é soubaz hé vîz, é lékéaz eûz anézhan̄ war gerniel ann aoter, hag é skuḻaz ann dilerc’h out troad ann aoter.
Leviticus 17:11Râk buez ar c’hîg a zô er goâd; hag hé rôed em eûz d’é-hoc’h, évit ma vézô d’é-hoc’h war ann aoter, évid diskarg hoc’h énéou, ha ma vézô ar goâd dic’haouidigez évid ann éné.