Leviegezh 4
1Ann Aotrou a gomzaz c’hoaz out Moizez, ô lavarout:
2Lavar da vugalé Israel: Pa en deûz péc’het eunn dén dré ziwiziégez a-éneb unan eûz a c’hourc’hémennou ann Aotrou, ha ma en deûz gréad eunn dra a oa bét lavaret d’ézhan̄ na rajé két:
3Mar d-eo ar bélek, péhini a zô bét éôliet, en deûz péc’het ô lakaad ar bobl da fazia, é kennigô d’ann Aotrou évid hé béc’hed eul leûé dinam.
4Hag ô véza hé gaset é-tâl dôr tabernakl ann désténi dirâg ann Aotrou, é lakai hé zourn war benn al leûé, hag é lazô anézhan̄ d’ann Aotrou.
5Kéméroud a rai ivé eûz a c’hoad al leûé, hag é tougô anézhan̄ é tabernakl ann désténi.
6Hag ô véza soubet hé vîz er goad, é sparfô gan̄t-han̄ seiz gwéach dirâg ann Aotrou é-tâl gwél ar san̄tuar.
7Lakaad a rai eûz ann kévélep goad war gerniel aoter al louzou c’houés vâd a zô hétuz d’ann Aotrou, ha péhini a zô é tabernakl ann désténi; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifiz-losk, é-tâl dôr ann tabernakl.
8Hag é kémérô lard al leûé kenniget évid ar péc’hed, kenn ann hini a c’hôlô ar bouzellou, kenn ann hini holl a zô enn diabarz;
9Ann digroazelligou, hag ar groc’hénen a zô oud ar c’hostésiou, ha lard ann avu gan̄d ann digroazelligou;
10Ével ma tenneur anézhô eûz a leûé ann hostiv a béoc’h: hag hén̄ a zevô anézhô war aoter ar sakrifiz-losk.
11É-kén̄ver ar c’hroc’hen hag ann holl gîk, gan̄d ar penn, hag ann treid, hag ar bouzellou, hag ar beûzel,
12Hag ann dilerc’h eûz ar c’horf, é kasô anezhô er-méaz eûz ar c’hamp, enn eul léac’h glân, é péléac’h é tôleur peûrvuia al ludu; hag hén̄ hô devô war eur bern keûneûd, a loskô el léac’h ma véz taolet al ludu.
13Mar d-eo kouézet holl bobl Israel enn diwiziégez, ha ma en deûz gréat dré ziwiziégez eunn dra-bennâg a-énep gourc’hémenn ann Aotrou;
14Ha mar teû goudé da anaoud hé béc’hed, é kennigô évid hé béc’hed eul leûé, a gasô é-tâl dôr ann tabernakl.
15Hag hénaoured ar bobl a lakai hô daouarn war benn al leûé dirâg ann Aotrou; hag ô véza lazet al leûé dirâg ann Aotrou,
16Ar bélek, péhini a zô bét éôliet, a zougô eûz hé c’hoad é tabernakl ann désténi;
17Hag ô véza soubet hé viz enn-han̄, é sparfô seiz gwéach é-tâl ar wél.
18Hag é lakai eûz ann hévélep goad war gerniel ann aoter a zô dirâg ann Aotrou é tabernakl ann désténi; hag ann dilerc’h eûz ar goad a skuḻo out troad aoter ar sakrifisou-losk, a zô é-tâl dôr tabernakl ann désténi.
19Kéméroud a rai hé holl lard, hag é tevô anézhan̄ war ann aoter.
20Ober a rai eûz al leûé-zé, ével ma en deûz gréat eûz al leûé all ken̄toc’h; hag ar bélek ô pédi évit-hô, ann Aotrou a vézô trugarézuz enn hô c’hén̄ver.
21Ar bélek a gasô ivé al leûé-man̄ er-méaz eûz ar c’hamp, hag é tevô anézhan̄ ével ma en deûz devet ann hini ken̄ta, ô véza ma eo évit péc’hed ann holl bobl.
22Mar pec’h eur prin̄s, ha mar grâ dré ziwiziégez eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou;
23Ha mar teû pelloc’h da anaoud hé béc’hed, é kennigô da hostiv d’ann Aotrou eur bouc’h iaouan̄k dinam. 21 Lakaad a rai hé zourn war hé benn; ha pa en dévézô hé lazet el léac’h ma vez gréat peûrvuia ar sakrifisou-losk dirâg ann Aotrou, ô véza ma eo évid ar péc’hed,
25Ar bélek a zoubô hé vîz é goad hostiv ar péc’hed, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻo ann dilerc’h oud troad ann aoter.
26Hag hén̄ a zevô al lard war ann aoter, ével ma eo ar boaz da ôber évid ar viktimou a béoc’h; hag ar bélek a bédô évit han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distolet d’ézhan̄.
27Mar péc’h eur ré eûz a bobl ar vrô dré ziwiziégez, ha mar gra eunn dra-bennâg berzet gan̄t lézen ann Aotrou, ha mar teû da fazia,
28Ha da anaoud hé béc’hed; é kennigô eur c’havr dinam;
29Hag hén̄ a lakai hé zourn war benn hostiv ar péched, hag a lazô anézhi é léac’h ar sakrifiz-losk.
30Hag ar bélek a lakai eûz a c’hoad ar c’havr oud hé vîz; a daolô eûz anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hâg a skuḻô ann dilerc’h out trôad ann aoter.
31Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ar viktimou a béoc’h, é tevô anézhan̄ war ann aoter, ével eur c’houés vâd dirâg ann Aotrou. Pédi a rai évid ar péc’her, hag hé béc’hed a vézô distôlet d’ézhan̄.
32Mar kennig évid ar péc’hed eur viktim é-touez ann dén̄ved, é kémérô eunn dan̄vad dinam.
33Lakaad a rai hé zourn war hé benn, hag é lazô anézhan̄ el léac’h ma véz lazet ann hostivou-losk.
34Ar bélek a gémérô eûz hé c’hoad gan̄d hé vîz, hag a lakai anézhan̄ war gerniel aoter ar sakrifisou-losk, hag a skuḻô ann dilerc’h out troad ann aoter.
35Goudé béza tennet al lard holl, ével ma tenneur anézhan̄ eûz ann tourz a lazeur évid ar péoc’h, é tevô anézhan̄ ével ézan̄s ann Aotrou war ann aoter; pédi a rai évit-han̄, hag évid hé béc’hed, hag é vézô distaolet d’ézhan̄. ———— V. PENNAD. Dic’haouidigez évit meûr a béc’hed.