Aviel Lukaz 10:1
Goudé-zé ann Aotrou a zilennaz daouzek ha tri-ugen̄d all; hag é kasaz anézhô daou-ha-daou enn hé raok, enn holl geriou hag enn holl lec’hiou, é péré é tlié mon̄t.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 11:16Hag ann Aotrou a lavaraz da Voizez: Dastum d’in dék dén ha tri-ugen̄t eûz a hénaoured Israel, péré a anavézi ével ar ré gôsa, hag ar ré zeskéta eûz ar bobl, hag é kasi anézhô é-tâl tabernakl ar gévrédigez, hag hô likii da choum énô gan-éz.
Luke 1:17Hag é valéô enn hé raok é spéred hag é ners Éliaz: évit ma unvanô kalounou ann tadou gan̄t kalounou ar vugalé; ha ma tigasô ar ré ziskrédik da furnez ar ré wirion, évid aoza d’ann Aotrou eur bobl dinam.
Luke 3:4Ével ma eo skrivet é Levr lavariou ar Profed Izaiaz: Mouéz ann hini a lén̄v el léac’h distrô: Aozid hen̄d ann Aotrou: grît ma vézô éeun hé wénodennou:
Luke 9:1Jézuz ô véza galvet ann daouzég Abostol, a rôaz d’ézhô ann ners hag ar galloud war ann holl ziaoulou, hag ar galloud da iac’haat ann holl glén̄véjou.