The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 10

1Goudé-zé ann Aotrou a zilennaz daouzek ha tri-ugen̄d all; hag é kasaz anézhô daou-ha-daou enn hé raok, enn holl geriou hag enn holl lec’hiou, é péré é tlié mon̄t.

2Hag é lavaraz d’ézhô: Brâz eo ar médérez, hôgen dibaod eo ann ôbérourien. Pédid éta ann Aotrou eûz ar médérez, évit ma kasô ôbérourien enn hé védérez.

3It: chétu é kasann ac’hanoc’h é-c’hiz ein é-touez ar bleizi.

4Na zougit na sac’h, nag ézef, na boutou, ha na livirid dématîd da zén enn hen̄t.

5É pé tî-bennâg m’az éot, livirit da gen̄ta: Ra vézô ar péoc’h enn tî- man̄:

6Ha mar d-eûz énô eur mab a béoc’h, hô péoc’h a iélô war-n-ézhan̄: ha ma ne d-eûz két, é tistroiô war-n-hoc’h.

7Choumid enn hévélep tî, ô tibri hag oc’h éva eûz ar péz a vézô enn-han̄: râg ann ôbérer a zellez hé voéd. Na dréménit ket a zî é tî.

8Hag é pé kéar-bennâg m’az éot, ha ma viot digéméret, dibrit ar péz a vézô digaset d’é-hoc’h.

9Iac’hait ar ré glan̄v a vézô énô, ha livirid d’ézhô: Rouan̄télez Doué a zô deûet tôst d’é-hoc’h.

10Hôgen m’az îd enn eur géar, é péhini na viot kéd digéméret, îd dré ar ruou, ha livirit:

11Heja a réomp ouz-hoc’h ar poultr zô-kén eûz hô kéar, péhini a zô staged oud hon treid: koulskoudé, gwézit pénaoz é tôsta rouan̄télez Doué.

12E-gwirionez é lavarann d’é-hoc’h pénaoz é vézô distaolet ken̄toc’h da Zodom enn deiz-zé éget d’ar géar-zé (G).

13Gwâz d’îd, Korozaim, gwâz d’îd Betsaida; râk ma vijé great é Tîr hag é Sidon ar vurzudou a zô bét gréad enn-hoc’h, pell-zô hô divijé gréat pinijen er sac’h-reûn hag el ludu.

14Dré-zé é vézô distaolet ken̄toc’h da Dîr ha da Zidon, é deiz ar varn, égéd d’é-hoc’h;

15Ha té, Kafarnaom, pehini a zô bét savet bétég ann én̄v, bétég enn ifern é vézi diskaret.

16Néb a zélaou ac’hanoc’h, a zélaou ac’hanoun: ha néb a zispriz ac’hanoc’h, a zispriz ac’hanoun. Hôgen néb a zispriz ac’hanoun, a zispriz ann hini en deûz va c’haset.

17Hôgen ann daouzék ha tri-ugen̄t a zistrôaz gan̄t laouénidigez, ô lavarout: Aotrou, ann diaoulou hô-unan a zouj ac’hanomp enn da hanô.

18Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Satan a wélenn ô kouéza eûz ann én̄v é-c’hîz eul luc’héden.

19Chétu em eûz rôed d’é-hoc’h ar galloud da vac’ha ann aéred hag ar gruged, hag holl ners ann énébour: ha nétrâ na hellô hô kwalla.

20Koulskoudé n’en em laouénait két dré ma zouj ac’hanoc’h ar spérédou. Hôgen en em laouénait dré m’az eo skrivet hoc’h hanôiou enn én̄vou.

21Enn heur-zé Jézuz en em laouénaaz gan̄d ar Spéred-San̄tel, hag a lavaraz: Da drugarékaad a rann, va Zâd, Aotrou ann én̄v hag ann douar, dré ma éc’h eûz kuzed ann traou-zé oud ar ré fûr, hag oud ar ré boellek, ha dré ma ec’h eûz hô diskleriet d’ar ré vihan. Ia, va Zâd, dré ma’z eo bét plijet ann dra-zé gan-ez.

22Pép trâ a zô bét lékéad étré va daouarn gan̄t va Zâd. Ha dén na oar pétrâ eo ar Mâb, néméd ann Tâd; ha dén na oar pétrâ eo ann Tâd, néméd ar Mâb, hag ann hini da béhini é vézô fellet gan̄t ar Mâb hé ziskleria.

23Hag ô tistrei oud hé ziskibled, é lavaraz: Euruz ann daoulagad a wél ar péz a wélit.

24Râk hel lavaroud a rann d’é-hoc’h, pénaoz kalz a brofédéd hag a rouéed hô deûz bét c’hoan̄t da wélout ar péz a wélit, ha n’hô deuz két gwélet: ha klevoud ar péz a glevit, ha n’hô deûz két klevet.

25Ha chétu eunn dén gwiziek el lézen a zavaz hag a lavaraz d’ézhan̄ évid hé dempti: Mestr, pétrâ a dléann-mé da ôber évit kaout ar vuez hîr-baduz?

26Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ a zô skrivet el lézen? Pétrâ a lennit-hu enn-hi?

27Hé-man̄ a respoun̄taz hag a lavaraz: Karoud a rî ann Aotrou da Zoué a greiz da galoun, a greiz da éné, a greiz da ners, hag a greiz da spéred, ha da nésa ével-d-oud da-unan.

28Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Respoun̄tet éc’h euz ervâd: gra kément-sé hag é vévi.

29Hôgen hé-man̄, péhini a fellé d’ézhan̄ en em zizamalloud hé-unan, a lavaraz da Jézuz: Ha piou eo va nésa?

30Hôgen Jézuz a gomzaz, hag a lavaraz: Eunn dén a ziskenné eûz a Jéruzalem da Jériko, hag a gouézaz é-touez laéroun, péré a ziwiskaz anézhan̄, ha goudé béza hé chôlôed a c’houliou, éz éjon̄t-kuît hag é lezchon̄t anézhan̄ han̄ter varv.

31Neûzé é c’hoarvézaz pénaoz é tiskennaz eur Bélek dré ann hen̄t-sé: hag ô véza gwélet anézhan̄, éz éaz é-biou.

32Eul Lévit, ô véza ivé tréméned dré ann hen̄t-sé, a wélaz anézhan̄, hag a iéaz é-biou.

33Hôgen eur Samariad, ô von̄d enn hé hen̄t, a dréménaz dré énô, ha pa wélaz anézhan̄, en doé truez out-han̄.

34Tôstaad a réaz out-han̄, hag é lienennaz hé c’houliou, goudé béza skuḻet enn-hô éôl ha gwîn: lakaad a réaz anézhan̄ war hé varc’h hé-unan, kâs a réaz anézhan̄ enn eunn hostaléri, hag é prédériaz anézhan̄.

35Hag an̄trônôz é tennaz daou ziner, é rôaz anézhô d’ann hostiz, hag é lavaraz d’ézhan̄: Az pez préder eûz a hé-man̄: ha pétrâ-bennâg a roi ouc’h-penn, é tistaolinn d’îd, pa zistrôinn.

36Péhini eûz ann trî-zé, war da vénôz, eo béd ann nésa d’ann hini a zô bét kouézet é-touez al laeroun?

37Hag hén̄ a lavaraz: Ann hini en deûz bet truez out-han̄. Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Kéa, ha grâ ével-t-han̄.

38Hôgen pa oan̄t enn hen̄t, Jézuz a iéaz enn eur vourc’h: hag eur vaouez hanvet Marta, a zigéméraz anézhan̄ enn hé zî.

39Hou-man̄ é doa eur c’hoar hanvet Mari, péhini a ioa azézet ouc’h treid ann Aotrou, hag a zélaoué hé gomsiou.

40Hôgen Marta a ioa prédériet brâz, oc’h aoza pép trâ: hî a arzaoaz, hag a lavaraz: Aotrou, ha na évésaez-té két pénaoz va c’hoar am lez da zervicha va-unan? Lavar éta d’ézhi don̄d d’am skoazia.

41Hag ann Aotrou a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhi: Marta, Marta, difréuz-brâz oud, ha saouzanet oc’h gan̄d kalz a draou (G).

42Hôgen eunn dra hép-kén a zô réd. Mari é deûz dilennet ar gwella lôden, ha na vézô két lamet digan̄t-hi. ———— XI. PENNAD.

← Aviel Lukaz 9Read In The App, Free →Aviel Lukaz 11 →

Study Aviel Lukaz 10

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324