Aviel Lukaz 14:1
Jézuz enn eunn deiz sabbat a iéaz é tî eur penn-dén eûz ar Farizianed, évid dibri bara, hag hî a arvesté anézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
2Ha chétu eunn dén klan̄v gan̄d ar c’hoenv a ioa dira-z-han̄.
Cross References
Psalms 37:32Ar péc’her a zell oc’h ann dén reiz; hag a glask ann tû d’hé laza.
Psalms 62:4Koulskoudé hô deûz mennet tenna va gôbr digan-én̄, hag em eûz rédet ha mé séc’hédet: a c’hénou é vennigen̄t, hag a galoun é villigen̄t.
Proverbs 23:7Râg é doaré eunn diouganer oc’h heûlia hé arvariou, é varn ar péz na oar két. Débr hag év, a lavarô d’id; hag hé galoun n’éma két gan-éz.
Jeremiah 20:10Râk lékéat em eûz va dremm oud ar géar-zé évid ann droug, ha nann évid ar mâd, émé ann Aotrou: étré daouarn roué Babilon é vézô rôet, hag hen̄ hé loskô gan̄d ann tân.
Luke 6:7Ar Skribed hag ar Farizianed a évéseé out-han̄, évit gwélout ma hé iac’hajé da zeiz ar sabbat, évit ma kavjen̄t abek d’hé damallout.
Luke 11:37Ha pa gomzé, eur Farizian a bédaz anézhan̄ da leina enn hé dî. Hag hén̄ ô véza éad ébarz, en em lékéaz ouc’h taol.