The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 14

1Jézuz enn eunn deiz sabbat a iéaz é tî eur penn-dén eûz ar Farizianed, évid dibri bara, hag hî a arvesté anézhan̄.

2Ha chétu eunn dén klan̄v gan̄d ar c’hoenv a ioa dira-z-han̄.

3Neûzé Jézuz a gomzaz oud doktored al lézen, hag oud ar Farizianed, hag a lavaraz d’ézhô: Hag aotréed eo iac’haad ar ré glan̄v é deiz ar sabbat?

4Hag hî a davaz. Hôgen hén̄ ô véza kroged é dourn ann dén-zé, a iac’héaz anézhan̄; hag hen c’hasaz-kuît.

5Goudé é lavaraz d’ézhô: Péhini ac’hanoc’h mar bé kouézet hé azen pé hé éjenn er pun̄s, na dennjé kéd anézhan̄ râk-tâl da zeiz ar sabbat zôkén?

6Ha na hellen̄t respoun̄ta nétrâ ouc’h kémen̄t-sé.

7Neûzé ô lakaad évez pénaoz ar ré a ioa péded da zibri a zilenné al lec’hiou ken̄ta ouc’h taol, é tanévellaz ar barabolen-man̄ d’ézhô, ô lavarout:

8Pa vézi péded da eunn eûreûd, n’en em laka két el léac’h ken̄ta ouc’h taol, gan̄d aoun n’en em gafché é-touez ar ré bédet eunn dén a vrasoc’h stâd égéd-od.

9Ha na zeûfé ann hini en deûz pédet ann eil hag égilé, ha na lavarfé d’îd: Rô al léac’h-zé da hé-man̄; n’az afez neûzé enn eur rusia el léac’h divéza.

10Hôgen pa vézi pédet, kéa, hag en em laka el léac’h divéza, évit, pa zeûi ann hini en deûz da bédet, ma lavarô d’îd: Va miñoun, piñ uc’héloc’h. Neûzé é vézi meûlet gan̄d ar ré a vézô ouc’h taol gan-éz:

11Râk piou-bennâg en em uc’hélai a vézô izéléet; ha piou-bennâg en em izélai a vézô uc’héléet.

12Lavaroud a réaz ivé d’ann hini en doa hé bédet: Pa réz eul lein, pé eur goan, na béd na da viñouned, na da vreûdeûr, na da géren̄t, na da amézeien pinvidik; gan̄d aoun na bédchen̄t ivé ac’hanôd, ha na zistaolchen̄d d’îd ar péz hô deûz bét.

13Hôgen pa réz banvez, péd ar béorien, ar ré vac’hañ, ar ré gamm, hag ar ré zall.

14Hag euruz é vézi, dré n’hô deûz két péadrâ da zisteurel d’îd; râk distaoled é vézô d’îd da adsav ar ré wirion.

15Unan eûz ar ré a ioa ouc’h taol, ô véza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄: Euruz eo ann hini a zebr bara é rouan̄télez Doué.

16Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Eunn dén a réaz eur goan vrâz, hag a bédaz kalz a dûd.

17Ha da bréd ar goan é kasaz hé vével da lavaroud d’ar ré a ioa bét pédet da zon̄t, râk daré é oa pép trâ.

18Hôgen ann holl a zéraouaz en em zigarézi, hag ar c’hen̄ta a lavaraz d’ézhan̄: Préned em eûz eur c’hen̄kiz, ha réd eo d’in mon̄d d’hé wélout: da bidi a rann, didamall ac’hanoun.

19Eunn all a lavaraz: Préned em euz pemp koublad éjenned, hag éz ann da wélet hag hi a zô mâd (T); da bidi a rann, didamall ac’hanoun.

20Eunn all a lavaraz: Eur vaouez em eûz kéméret, hag ével-sé na hellann két mon̄t.

21Hag ar mével ô véza distrôet a zanévellaz kémen̄t-man̄ d’hé vestr. Neûzé ar penn-tî a zavaz droug enn-han̄, hag a lavaraz d’hé vével: Kéa râk-tal er marc’halec’hiou, hag è ruiou kéar; ha digas aman̄ ar ré baour, hag ar ré vac’hañ, hag ar ré zall, hag ar ré gamm.

22Hag ar mével a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, ar péz éc’h eûz gourc’hémenned a zô gréat, ha léac’h éz eûz c’hoaz.

23Hag ann Aotrou a lavaraz d’hé vével: Kéa dré ann hen̄chou, hag a-héd ar girzier, ha laka ann dûd da zon̄d-ébarz dré rédi, évit ma vézô leûn va zî.

24Hôgen lavaroud a rann d’é-hoc’h pénaoz hini eûz ar goazed-zé péré a zô galvet, na dan̄vai va c’hoan.

25Eul lôd brâz a dûd a iéa gan̄t Jézuz: hag hén̄ ô tistrei a lavaraz d’ézhô:

26Mar teû eur ré d’am c’havout, ha na gasa kéd hé dâd, hag hé vamm, hag hé c’hrég, hag hé vugalé, hag hé vreûdeur, hag hé c’hoarézed, hag ivé hé vuez hé-unan, na hell két béza diskibl d’in.

27Ha piou-bennâg na zoug kéd hé groâz, ha na heuḻ kéd ac’hanoun, na hell két béza diskibl d’in.

28Râk piou ac’hanoc’h, mar en défé c’hoan̄t da zével eunn tour, na niverfé da gen̄ta war hé c’horrégez ann dispiñ a vézô réd da ôber:

29Gan̄d aoun, goudé m’en dévézô taoled ann diazez, ha n’en dévézô két gellet peûr-ôber, na deûfé ar ré holl a wélô kemen̄t-sé da ôber goab anézhan̄,

30O lavarout: Ann dén-man̄ en doa déraouet sével eunn tour, ha n’en deûz két gellet hé beûr-ôber.

31Pé piou eo ar roué péhini ô von̄d en hen̄t évid ôber brézel oud eur roué all, na goun da gen̄ta enn hé c’horrégez, mar gell kerzout gan̄t dék mil dén, a-éneb ar ré a zeû d’hé ziarbenna gan̄d ugen̄t mil dén?

32Anéz, ha pa vé c’hoaz pell, é kâs kannaded, hag é c’houlenn ar péoc’h.

33Ével-sé piou-bennâg ac’hanoc’h ha na zilez ket kémen̄d en deûz, na hell két béza diskibl d’in.

34Ar c’hoalen a zô mâd. Hôgen mar teû ar c’hoalen da véza dizall, gan̄t pétrâ é vézô hiliennet?

35N’eo mui mâd nag évid ann douar, nag évid ann teil; hôgen hé deûrel a reur er-méaz. Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da zélaoui. ———— XV. PENNAD.

← Aviel Lukaz 13Read In The App, Free →Aviel Lukaz 15 →

Study Aviel Lukaz 14

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324