Aviel Lukaz 14:21
Hag ar mével ô véza distrôet a zanévellaz kémen̄t-man̄ d’hé vestr. Neûzé ar penn-tî a zavaz droug enn-han̄, hag a lavaraz d’hé vével: Kéa râk-tal er marc’halec’hiou, hag è ruiou kéar; ha digas aman̄ ar ré baour, hag ar ré vac’hañ, hag ar ré zall, hag ar ré gamm.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
20Eunn all a lavaraz: Eur vaouez em eûz kéméret, hag ével-sé na hellann két mon̄t.
Cross References
Psalms 38:7O véza ma eo leûn va digroazel a wall-zoaré; ha n’eûz nétrâ a iac’h em c’hîk.
Proverbs 1:20Ar furnez a brézég er-méaz; el leûriou-kéar é rô da glevout hé mouéz:
Proverbs 9:3Kaset é deûz hé mitisien évit gervel ann dûd diwar ar c’hré, ha diwar vuriou kéar:
Isaiah 35:6Hag Isaias a lavaraz d’ézhô: Ann dra-man̄ a léverrot d’hô mestr: Ével-henn é lavar ann Aotrou: N’hô pézet két a aoun râg ar gériou hoc’h eûz klévet, gan̄t péré servicherien roué ann Assiried hô deûz va heskinet.