Aviel Lukaz 16:1
Jezuz a lavaraz ivé d’hé ziskibled: Eunn dén pinvidik en doa eur mérer: hag hé-man̄ a oé tamalled dira-z-han̄ da véza trézet hé vadou.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 28:1David éta a strollaz holl brin̄sed Israel, duged ar breûriézou, ha rénerien ar ban̄dennou, péré a oa é servich ar roué; hag ivé ar villénerien hag ar c’han̄ténerien, hag ar ré holl a véré madou ar roué, hag hé vipien, hag hé spazéien, hag ar ré c’halloudéka hag ar ré galounéka eûz ann armé, é Jéruzalem.
Hosea 2:8Ha n’é deûz két gwézet-hî pénaoz eo mé em eûz rôet d’ézhi éd, ha gwîn, hag éôl, hag em eûz roet d’ézhi ann holl arc’han̄t hag ann holl aour; é deûz aozet évit Baal.
Luke 12:42Hag ann Aotrou a lavaraz d ézhan̄: Piou eo, war da vénô, ann darnaouer léal ha poellek, péhini a zô bét lékéat gan̄d hé aotrou dreist hé holl dûd, évit ma rôi d’ézho enn amzer eur boézellad gwiniz?
Luke 15:30Hôgen kerken̄t ha ma eo deûed ar mâb-man̄ d’îd, péhini en deûz debret hé zanvez gan̄t merc’hed, éc’h eûz lazed évit-han̄ al leûé lard.