Aviel Lukaz 16
1Jezuz a lavaraz ivé d’hé ziskibled: Eunn dén pinvidik en doa eur mérer: hag hé-man̄ a oé tamalled dira-z-han̄ da véza trézet hé vadou.
2Hag hén̄ a c’halvaz anézhan̄, hag a lavaraz d’ézhan̄: Pétrâ a glevann-mé diwar da benn? Daskor koun̄t d’in eûz da vérérez; râg hiviziken na helli mui méra va madou.
3Hôgen ar mérer a lavaraz enn-han̄ hé-unan: Pétrâ a rinn-mé, pa lamm va aotrou mérérez hé vadou digan-én? Na hellfenn ket laboura ann douar, ha rusia a rafenn ô korka.
4Gouzoud a rann pétrâ a rinn, évit, pa vézô lamet ar mérérez digan-én, ma tigémérin̄d ac’hanoun enn hô ziez.
5O véza éta galvet kémen̄d hini a dlié d’hé aotrou, e lavaraz d’ar c’hen̄ta: Pégémen̄d a dléez-té d’am aotrou?
6Hag hén̄ a lavaraz: Kan̄t barazik éôl. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄: Kémer da zléad, azez azé, ha skrîv hanter-kan̄t.
7Da eunn all é lavaraz: Ha té, pégémen̄t é tléez-té? Hag hé-man̄ a lavaraz: Kan̄t feûr gwiniz. Hag hén̄ a lavaraz d’ézhan̄: Kémer da skrîd, ha skrîv pevar-ugen̄t.
8Hag ann aotrou a veûlaz ar mérer disleal-zé, dré m’en doa méret gan̄t furnez: râk bugalé ar béd-man̄ a zô furoc’h enn hô gwenn égét bugalé ar goulou.
9Ha mé a lavar d’é-hoc’h: Grît miñouned d’é-hoc’h gan̄d ar madou disléal, évit, pa zeûod da gouéza, ma tigémérin̄d ac’hanoc’h enn teltou hîr-baduz.
10Néb a zô léal enn traou dister, a zô léal enn traou brâz: ha néb a zô disléal enn traou dister, a zô disléal enn traou brâz.
11Ma n’hoc’h két bét éta léal er madou disléal, piou a fisiô enn-hoc’h ar madou gwirion?
12Ha ma n’hoc’h két bét léal er madou a-ziavéaz, piou a rôi d’é-hoc’h ar péz a zô d’é-hoc’h?
13Dén é-béd na hell servicha daou aotrou: râk pé é kasaô unan, hag é karô égilé; pé en em stagô oud unan, hag é faéo égilé. Na hellit két servicha Doué hag ar madou (G).
14Hôgen ar Farizianed, péré a ioa tûd pîz, a glevé kémen̄t-sé, hag a réa goab anézhan̄.
15Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Évid-hoc’h-hu en em ziskouézit gwirion dirâg ann dûd. Doué a anavez hô kalounou: râg ar péz a zô huel war ménoz ann dûd a zô eunn dra argarzuz dirâk Doué.
16Al lézen hag ar Broféded a zô bét bété Iann: adaleg ann amzer-zé rouan̄télez Doué a zô bét prézéget; ha pép-hini a laka hé strîv évit mon̄d enn-hi.
17Ken̄toc’h é trémenô ann én̄v hag ann douar, égét na vézô tennet eul lizéren eûz al lézen.
18Piou-bennâg a gâs-kuîd hé c’hrég, hag a gémer eunn all, a gouéz enn avoultriez: ha piou-bennâg a zimez gan̄d eur c’hrég kaset-kuît gan̄d hé ozac’h, a gouéz enn avoultriez.
19Béz éz oa eunn dén pinvidik, péhini a ioa gwisket a vouk hag a lien moan: hag e réa banvez bemdez gan̄t mizou brâz.
20Béz’ éz oa ivé eunn dén paour hanvet Lazar, péhini a ioa gourvézet ouc’h hé zôr, gôlôed a c’houliou.
21Péhini en défé bét c’hoan̄t d’en em walc’ha gan̄d ar bruzun a gouézé diwar daol ann dén pinvidik, ha dén na roé d’ézhan: hôgen ar châs a zeûé, hag a lipé hé c’houliou.
22Hôgen c’hoarvézoud a réaz pénaoz é varvaz ann dén paour, hag é oé douget gan̄d ann Élez é askré Abraham. Ann dén pinvidig a varvaz ivé, hag é oé liénet enn ifern.
23Hôgen pa édo enn en̄krez, é savaz hé zaou-lagad, hag é wélaz Abraham a-bell, ha Lazar enn hé askré.
24Hag hén̄ enn eur c’harmi a lavaraz: Tâd Abraham, az péz truez ouz-in; kâs Lazar, évit ma lakai penn hé vîz enn dour, ha ma freskai va zéôd; râg gwall en̄krézed ounn er flamm-man̄.
25Hag Abraham a lavaraz d’ézhan̄: Va mâb, az péz koun pénaoz éc’h eûz bét da vadou enn da vuez, ha pénaoz Lazar n’en deûz bét némét poaniou: hôgen bréman̄ hén̄ a vézô dizoaniet, ha té a vézô en̄krézet.
26Hag é kémen̄t-sé holl, éz eûz eur poull brâz étré nî ha c’houi: enn hévélep doaré na hellé hini mon̄d ac’hann étrézég enn-hoc’h, na don̄d aman̄ a-les-sé.
27Hag ann dén pinvidik a lavaraz d’ézhan̄: Va zâd, da bidi a rann d’hé c’hâs da di va zâd.
28Râg pemb breûr em eûz: évit ma testéniô kémen̄t-man̄ d’ézhô, gan̄d aoun na zeûfen̄d ivé ho-unan el léac’h en̄krézuz-man̄.
29Hag Abraham a lavaraz d’ézhan̄: Moizez hag ar Broféded hô deûz; sélaouen̄t anézhô.
30Nann, émé-z-han̄, tâd Abraham; hôgen mar d-a unan eûz ar ré varô d’hô c’havout, é rain̄t pinijen.
31Abrabam a lavaraz d’ézhan: Ma na zélaouon̄t na Moizez nag ar Broféded, na grédin̄t két ken nébeût, ha pa’z afé unan eûz a douez ar ré-varô. ———— XVII. PENNAD.