Aviel Lukaz 20:10
Pa oé deûed ann amzer, é kasas eur mével étrézég al labourerien, évit ma rôjen̄d d’ézhan̄ frouez hé winien. Hôgen ar ré-man̄ goudé béza hé gannet, a gasaz kuît anézhan̄ hép rei nétrâ d’ézhan̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 6:8Hag ann Aotrou a gasaz d’ézhô eunn dén hag a oa profed, hag a lavaraz d’ézhô: Chétu pétrâ a lavar ann Aotrou, doué Israel: Mé em eûz hô lékéat da ziskenni eûz ann Éjipt, hag em eûz hô tennet eûz a vrô ar sklavérez;
Nehemiah 9:30Gourzézet éc’h eûz war-n-ézhô é-pâd meûr a vloaz, hag éc’h eûz hô erbédet enn da spéred dré c’hénou da broféded; ha n’hô deûz két sélaouet; hag éc’h eûz hô lékéat étré daouarn poblou ann douar.
Jeremiah 2:30Enn-aner eo em eûz skôet gan̄d hô pugalé, n’hô deûz két digéméret ar c’helen; hô klézé en deûz loun̄ket hô proféded; ével eul léon gwaster eo hô kwenn.