The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 20

1Unan eûz ann deisiou-zé, pa édo ô kélenna ar bobl enn templ, hag ô prézégi ann aviel, Prin̄sed ar véleien, ar Skribed hag ann Hénaoured en em strollaz,

2Hag a lavaraz d’ézhan̄: Lavar d’é-omp gan̄t pé c’halloud é réz kémen̄t-sé, pé piou en deûz rôed d’îd ar galloud-zé?

3Hôgen Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô: Eur gér a c’houlenninn ivé digan-é-hoc’h. Respoun̄tid d’in:

4Badez Iann, hag hén̄ a zeûé eûz ann én̄v, pe eûz ann dûd?

5Hag hî a venné enn-hô hô-unan, ô lavarout: Ma lévéromp eûz ann én̄v, é lavaro: Pérâg éta n’hoc’h eûs-hu két kréded d’ézhan̄?

6Hôgen ma lévéromp eûz ann dûd, ann holl bobl a labézo ac’hanomp; râk kridi a réon̄t évit-gwîr pénaoz Iann a ioa Profed.

7Hag hî a respoun̄taz pénaoz na wien̄t kéd a béléac’h é teûé.

8Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô: Ha, mé na livirinn kéd d’é-hoc’h gan̄t pé c’halloud é rann kémen̄t-sé.

9Neûzé é téraouaz lavaroud d’ar bobl ar barabolen-man̄: Eunn dén a blan̄taz eur winien, hag a rôaz anézhi é gôbr da labourerien, hag a iéaz enn eur vrô bell évit pell amzer.

10Pa oé deûed ann amzer, é kasas eur mével étrézég al labourerien, évit ma rôjen̄d d’ézhan̄ frouez hé winien. Hôgen ar ré-man̄ goudé béza hé gannet, a gasaz kuît anézhan̄ hép rei nétrâ d’ézhan̄.

11Eur mével all a gasaz d’ézhô. Hôgen hî, goudé béza ivé hé gannet, ha gréad d’ézhan̄ meûr a zismégan̄s, hé c’hasas-kuît hép rei nétrâ d’ezhan̄.

12Eunn trédé a gasas: Hag hî, goudé béza hé c’houliet, hé c’hasaz ivé kuît.

13Hôgen aotrou ar winien a lavaraz: Pétrâ a rinn-mé? Kâs a rinn va mâb kér d’ézhô: martézé, pa hen gwélin̄t, é toujin̄d anézhan̄.

14Hôgen al labourerien pa wéljon̄d anézhan̄, a vennaz enn-hô hô-unan, ô lavarout: Hé-man̄ eo ann her, lazomp-hén, hag hé zigwés a vézô d’é-omp.

15Hag ô véza hé daolet enn tû all d’ar winien, é lazjon̄d anézhan̄. Petrâ éta a rai d’ézhô aotrou ar winien?

16Don̄d a rai, hag é kollô al labourerien-zé, hag é rôi hé winien da labourerien all. Prin̄sed ar véleien ô veza klevet kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄: Doué ra virô.

17Hôgen Jézuz ô selloud out-hô a lavaraz d’ézhô: Pétrâ éta eo ann dra-man̄ a zô skrivet: Ar méan a zô bét distaolet gan̄d ar ré a zavé ann tî, a zô deûed da véza ar méan ken̄ta eûz ar c’horn.

18Piou-bennâg a gouézô war ar méan̄-zé a vézô brévet; hag ann hini war béhini é kouézô a vézô friket.

19Prin̄sed ar véleien hag ar Skribed hô doé c’hoan̄t da gregi enn-han̄ enn heur-zé; râg anavésed hô doa pénaoz en doa danévellet ar barabolen-zé enn hô énep: Hôgen aoun hô doa râg ar bobl.

20Hag ô lakaad évez out-han̄, é kaschon̄d d’ézhan̄ tûd péré a aozaz spiou d’ézhan̄, a géméraz doaré tûd gwirion, évid hé géméroud enn hé gomsiou, évid hé lakaat goudé étré daouarn ar penn-kéar, ha mérer ar vrô.

21Hag é réjon̄d eur goulenn d’ézhan̄, ô lavarout: Mestr, gouzoud a réomp pénaoz é komzez hag é teskez gan̄t gwirionez, ha pénaoz n’éc’h eûz azaouez é-béd évid dén, hôgen é teskez hen̄d Doué er wirionez:

22Ha réd eo d’é-omp rei ar gwîr da Zézar, pé n’eo két réd?

23Hôgen Jézuz péhini a wélé hô zouellérez, a lavaraz d’ézho: Pérâg é temptit-hu ac’hanoun?

24Diskouézid d’in eunn diner. Eûz a biou en deûz ann hévélédigez hag ar skrid? Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Eûz a Zézar.

25Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Distaolid da Zézar ar péz a zô da Zézar, ha da Zoué ar péz a zô da Zoué.

26Ha na helljon̄t két tamalloud hé lavar dirâg ar bobl: hag ô véza souézet-brâz oc’h hé glevout, é tavchon̄t.

27Neûzé hiniennou eûz ar Saduséed péré a nac’h é savché ann dûd a varô da véô, a zeûaz d’hé gavout, hag a réaz eur goulenn out-han̄,

28O lavarout: Mestr, Moizez en deûz skrived d’é-omp, pénaoz mar marv eunn dén, ha ma na lez kéd a vugalé, é tlé dimézi hé vreûr da c’hrég hé-man̄, évit ma tigasô hâd d’hé vreûr.

29Hôgen seiz breûr a ioa: hag ar c’hen̄ta a géméraz eur c’hrég, hag a varvaz héb bugalé.

30Ann eil a zimézaz gan̄t-hi, hag a varvaz héb bugalé.

31Ann trédé a zimézaz gan̄t-hi, hag ar ré goudé, hag ar seiz holl a varvaz hép lézel hâd.

32Enn-divez-holl ar c’hrég a varvaz ivé.

33Pa zavô éta ann dûd eûz a varô da véô, eûz a péhini eûz ar ré-man̄ é vêzô-hi grég? Râg hô seiz in̄t bét dimézet d’ézhi.

34Ha Jézuz a lavaraz d’ézhô: Bugalé ar béd-man̄ a gémer gragez, hag ar gragez a gémer goazed:

35Hôgen ar ré a vézô kavet dellézeg eûz ar béd all, pa zeûi ann dazorc’hidigez, n’hô dévézô kéd a c’hragez, nag ar gragez a oazed.

36Râk na bellin̄t mui mervel: hén̄vel é vézin̄d ouc’h ann Élez, hag ô véza mipien ann dazorc’hidigez, é vézin̄t mipien da Zoué.

37Hôgen é-kén̄ver dazorc’hidigez ar ré varô, Moizez hen diskouéz hé-unan er vôden, pa c’halv ann Aotrou Doué Abraham, ha Doué Izaak, ha Doué Jakob.

38Râk Doué, né kéd Doué ar ré varô, hôgen Doué ar ré véô: râg ann holl a zô béô dira-z-han̄.

39Hôgen hiniennou eûz ar Skribeb a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Mestr, lavaret mâd éc’h eûz.

40Ma na grédchon̄t mui ôber goulenn é-béd out-han̄.

41Hôgen Jézuz a lavaraz d’ézhô: Pérâg é lévéreur pénaoz eo ar C’hrist mâb da Zavid?

42Pa eo gwîr pénaoz David hé-unan a lavar é levr ar Salmou: Ann Aotrou en deûz lavared d’ann Aotrou: Azez war va dourn déou,

43Bété ma likiinn da énébourien da skabel d’az treid.

44Mar galv éta David hé-unan anézhan̄ hé Aotrou, pénaoz ef-hén̄ hé vâb?

45Neûzé é-pâd ma sélaoué ann holl bobl, é lavaraz d’hé ziskibled:

46Diwallid ouc’h ar Skribed, péré a fell d’ézhô kerzout gan̄t saéou lôstek; a gâr kaout stouou er marc’hallec’h, béza azézed er c’hadoriou ken̄ta er sinagogou, ha béza gourvézed war ar gwéléou ken̄ta er banvésiou.

47Péré a zisman̄tr tiez ann in̄tan̄vézed, war zigarez ma réon̄t pédennou hîr. Ar ré-zé hô dévézô eur varnédigez wasoc’h. ———— XXI. PENNAD.

← Aviel Lukaz 19Read In The App, Free →Aviel Lukaz 21 →

Study Aviel Lukaz 20

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324