Aviel Lukaz 24:47
Ha ma vijé prézéget enn hé hanô ar binijen hag ann distol eûz ar péc’héjou é-touez ann holl boblou, ô téraoui dré Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
48Hôgen c’houi a zô tést eûz a gémen̄t-man̄.
Cross References
Psalms 22:27Holl harzou ann douar hô dévézô koun eûz a gémen̄t-sé, hag a zistrôiô oud ann Aotrou: hag holl diadou ar brôadou a azeûlô dira-z-han̄,
Psalms 67:7Ra vennigô Doué ac’hanomp; ha ra zoujô anézhan̄ holl harzou ann douar. ———— LXVII. PSALM. Évid an divez, Psalm pé kanaouen da Zavid.
Psalms 98:1Kanit d’ann Aotrou eur ganaouen névez, ô véza m’en deûz gréat burzudou. Hé zourn déou hag hé vréac’h san̄tel hô deûz hor savétéet évit-han̄.
Isaiah 2:1Ar gér a wélaz Isaias, mâb Amos, diwar-benn Juda ha Jéruzalem.
Isaiah 11:10Enn deiz-zé grisien Jessé a vézô da arouéz d’ar boblou; ar brôadou a bédô anézhan̄, hag hé véz a vézô meûleûduz:
Isaiah 49:22Ével-henn é lavar ann trec’her, ann Aotrou, da Zoué, péhini a stourmô évid hé bobl: Chétu é tenninn eûz da zourn kôb ar môred, kôp va buanégez éc’h eûz évet bétég al lec’hid; na évi mui anézhan̄ hivizikenn.