Aviel Lukaz 24
1Hôgen ar c’hen̄ta deiz eûz ar zizun é teûjon̄d d’ar béz mintin mâd, hag é tougchon̄t al louzou-c’houes-vâd hô doa aozet:
2Hag é kavchon̄t é oa bét ruḻet ar méan a zirâg ar béz.
3Hag ô véza-hî éad ébarz, na gavchon̄t két korf ann Aotrou Jézuz.
4Ha pa édon̄t saouzanet gan̄t kémen̄t-sé, chétu daou zén en em ziskouézaz d’ézhô gan̄t saéou lugernuz.
5Hag ével m’hô doa-hî aoun, ha ma soublen̄t hô fennou war zû ann douar, ar ré-man̄ a lavaraz d’ézhô: Pérâg é klaskit-hu ann hini a zô béd é-touez ar ré varô?
6N’éma kéd aman̄, hôgen saved eo a varô da véô: én̄vorit é pé zoaré en deûz komzed ouz-hoc’h, pa édo c’hoaz é Galiléa,
7O lavarout: Réd eo da Vâb ann dén béza lékéad étré daouarn ar béc’herien, béza staged ouc’h ar groaz, hag ann trédé deiz sével a varô da véô.
8Hag éc’h én̄vorchon̄t komsiou Jésuz.
9Hag ô véza distrôed eûz ar béz é tisklerchon̄t kémen̄t-sé d’ann unnég abostol, ha d’ar ré all holl.
10Ar ré a lavaraz ann dra-zé d’ann Ébestel a ioa Mari Madalen, Janned, ha Mari mamm Jakez, hag ar ré all péré a ioa gan̄t-hô.
11Hag ar geriou-zé a oé kémeret gan̄t-hô évit sorc’hennou: ha na grédchon̄t kéd d’ézhô.
13Hôgen Per a zavaz hag a rédaz d’ar béz: hag ô véza soublet na wélaz néméd al lienennou a oa choumed énô, hag éz éaz kuît, souézet brâz enn-han̄ hé-unan eûz ar péz a ioa c’hoarvézet. 13 Ha chétu enn deiz-zé, daou anézhô a iéa enn eur vourc’h hanvet Emmauz, war-héd tri-ugen̄t stad diouc’h Jéruzalem.
14Hag hî a gomzé étré-z-hô eûz a gémen̄d a ioa c’hoarvézet.
15Ha pa gomzen̄t, ha ma brézégen̄t kévret, Jézuz hé-unan a dôstaaz out-hô, hag a gerzaz gan̄t-hô:
16Hôgen hô daou-lagad a ioa dalc’het, évit na helljen̄t kéd hé anaout.
17Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Pétrâ a livirit-hu étré-z-hoc’h enn eur gerzout, ha pérag oc’h-hu trist?
18Hag unan anézhô hanvet Kléofaz a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhan̄: Ha té hép-kén eo ann diavésiad é Jéruzalem ha na oufé kéd ar péz a zô c’hoarvézed enn-hi enn deisiou-man̄?
19Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Pétrâ? Hag é léverchon̄t: Diwar-benn Jézuz a Nazaret, péhini a oé eur Profed, galloudek enn hé ôbériou hag enn hé lavariou, dirâk Doué ha dirâg ann holl bobl:
20Ha pénaoz Prin̄sed ar véleien hag hor Prin̄sed hô deûz hé varned d’ar marô, hag hé staged ouc’h ar groaz.
21Hôgen nî a c’hortozé pénaoz é tasprénjé Israel: ha koulskoudé goudé kémen̄t-sé holl, chétu ann tréde deiz ma eo c’hoarvézet kémen̄t-sé.
22Hôgen merc’hed péré a ioa gan-é-omp ho deûz souézet brâz ac’hanomp: éad in̄d d’ar béz a-raog ann deiz,
23Ha n’hô deûz két kaved hé gorf; hag in̄d deûed da lavarout pénaoz hô deûz gwélet Élez, péré hô deûz lavared d’ézhô é oa béô.
24Hag hiniennou ac’hanomp a zô éad d’ar bez: hag hô deûz kavet pép-trâ ével m’hô doa lavared ar merc’hed; hôgen hén̄, n’hô deûz kéd hé gavet.
25Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: O tûd diboell, péré a zô diek a galoun évit kridi ar péz hô deûz lavaret ar Broféded!
26Ha né oa két réd é c’houzan̄vché kémen̄t-sé ar C’hrist, ha m’az ajé ével-sé enn hé c’hloar?
27Hag ô téraoui dré Voizez, ha goudé dre ann holl Broféded, é tisklerié d’ézhô enn holl Skrituriou, kémen̄d a ioa bét lavared diwar hé benn hé-unan.
28Ha pa dôstajen̄t oud ar vourc’h é péhini éz éan̄t, hén̄ a réaz neûz da von̄t pelloc’h.
29Hôgen hî a viraz out-han̄ na d-ajé, ô lavarout: Choum gan-é-omp, râk divézad eo, hag izéleet brâz eo ann deiz: hag éz éaz enn tî gan̄t-hô.
30Neûzé pa édo ouc’h taol gan̄t-hô, é kéméraz bara, hag é bennigaz anézhan̄, hé dorraz hag hé rôaz d’ézhô.
31Hô daou-lagad a zigoraz, hag éc’h anavézchon̄t anézhan̄: hag hén̄ a steûziaz a zirâg hô daou-lagad.
32Neûzé é léverjon̄d ann eil d’égilé: Hor c’haloun ha né oa-hi két birvidik ennomp, pa gomzé ouzomp enn hen̄t, ha pa zisklerié d’é-omp ar Skrituriou?
33Hag ô véza savet war ann heur, é tistrojon̄d da Jéruzalem; hag é kavchon̄t ann unnék péré a oa strollet, hag ar ré a ioa gan̄t-hô:
34Hag a lavaré: Évit-gwîr dazorc’hed eo ann Aotrou, hag eo en em ziskouézet da Zimon.
35Ar ré-man̄ a zanévellaz ivé ar péz a ioa c’hoarvézet gan̄t-hô enn hen̄t ha pénaoz hô doa hé anavézet pa dorré ar bara.
36Hôgen pa lavaren̄t kémen̄t-sé, Jézuz en em ziskouézaz enn hô c’hreiz, hag a lavaraz d’ézhô: Ra vézô ar péoc’h gan-é-hoc’h; mé eo, n’hô pézet kéd a aoun.
37Hôgen hî a oé saouzanet ha spoun̄tet, hag a grédé pénaoz é wélen̄t eur spéred.
38Ha Jézus a lavaraz d’ézhô: Pérâg oc’h-hu saouzanet, ha pérâg é sav kémen̄d a vénosiou enn hô kalounou?
39Sellid ouc’h va daouarn, hag ouc’h va zreid, hag é wélod eo mé: dournatit ha gwélit; eur spéred n’en deûz kéd a gîk nag a eskern, é-c’hîz ma wélit em eûz.
40Ha goudé béza lavaret kémen̄t-sé, é tiskouezaz d’ézhô hé zaouarn hag hé dreid.
41Hôgen ô véza na gréden̄t két c’hoaz, gan̄d al laouénidigez hag ar souez braz hô doa, é lavaraz: Ha bez’ hoc’h eûz-hu aman̄ eunn dra-bennâg da zibri?
42Hag hî a rôaz d’ézhan̄ eunn tamm pésk rôstet, hag eunn diren-vél.
43Ha goudé béza debret dira-z-hô, é kéméraz ann dilerc’h hag hé rôaz d’ézho:
44Hag é lavaraz d’ézhô: Chétu pétrâ em eûz lavared d’é-hoc’h pa édounn c’hoaz gan-é-hoc’h, pénaoz é oa réd ma vijé sévénet kémen̄d a zô bét skrivet é lézen Moizez, gan̄d ar Broféded, hag er Salmou.
45Neûzé e tigoraz hô spéred évit ma poelchen̄t ar Skrituriou.
46Hag é lavaraz d’ézhô: Ével-sé é oa skrivet, hag ével-sé é oa réd é c’houzan̄vché ar C’hrist, hag é savché a varô da véô ann trédé deiz.
47Ha ma vijé prézéget enn hé hanô ar binijen hag ann distol eûz ar péc’héjou é-touez ann holl boblou, ô téraoui dré Jéruzalem.
48Hôgen c’houi a zô tést eûz a gémen̄t-man̄.
49Ha mé a gasô enn-hoc’h ann hini a zô bét diouganed d’é-hoc’h a berz va Zâd: hôgen c’houi choumid é kéar, kén na viot gwisket gan̄d ann ners eûz ann néac’h.
50Neûzé é kasaz anézhô er-méaz étrézé Bétania; hag ô véza saved hé zaouarn, é bennigaz anézhô.
51Ha pa vennigé anézhô, é pellaaz diout-hô, hag é piñaz enn én̄v.
52Hag hî goudé béza hé azeûlet, a zistrôaz da Jéruzalem laouen-brâz.
53Ha bépréd édon̄t enn templ ô veûli hag ô trugarékaat Doué. Amen. ————