Aviel Lukaz 8:24
Hôgen tôstaad a réjon̄d out-han̄, hag é tihunjon̄d anézhan̄, ô lavarout: Mestr, mon̄d a réomp da golla. Ha Jézuz a zavaz, hag a c’hourdrouzaz ann avel hag ar c’hoummou dour, hag ar stourm a baouézaz: hag é c’hoarvézaz eur sioulded brâz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Psalms 65:7Té péhini a géflusk gwéled ar môr, hag a laka hé goummou da drouza. Ar brôadou a vézô reûstlet,
Psalms 104:6Al loun̄k a ra ann drô d’ézhan̄ ével eur gwisk; ann douréier a zâv dreist ar ménésiou.
Psalms 116:3Ra lavarô bréma tî Aaron pénaoz eo peûr-baduz hé drugarez.
Isaiah 50:2Deûz er-méaz eûz ar poultr, sâv: azez, Jéruzalem: torr chadennou da c’houzoug, ô sklavez merc’h Sion.
Lamentations 3:54Eur froud dour hô deûz taolet war va fenn: hag em eûz lavaret: Marô ounn. COPH.