Aviel Lukaz 8
1Nébeud amzer goudé, Jézuz a iéaz dré ar c’heriou hag ar bourc’hiou ô prézégi hag ô tiskleria Aviel rouan̄télez Doué: hag ann daouzég a ioa gan̄t-han̄.
2Béz’ éz oa ivé eur vaouez-bennâg, péré a ioa bét dieûbet eûz ann drouk-spéréjou, ha iac’héet eûz hô c’hlén̄véjou: Mari, a c’halveur Madalen, a béhini é oa deûet seiz diaoul,
3Janned, grég Chusa, mérer Hérodez, Suzanna ha kalz ré all, péré a rôé d’ézhan̄ lôd eûz hô madou.
4Hôgen ével ma en em zastumé kalz a dûd war hé drô, ha ma teûen̄d d’hé gavoud eûz ar c’heriou, é lavaraz d’ézho enn eur barabolen:
5Ann hader a zô éat da hada hé had; hag é-pâd é hadé, lôd eûz ann hâd a gouézaz a-héd ann hen̄t, hag a oé mac’het gan̄d ann treid, ha laboused ann én̄v hé zebraz.
6Lôd all a gouézaz war ar vein: hag ô véza savet é sec’haz, dré n’en doa kéd a c’hlébor.
7Lôd all a gouézaz é-touez drein, hag ann drein ô véza savet a vougas anézhan̄.
8Ha lôd all a gouézaz é douar mâd, hag ô véza savet, en deûz roet frouez kan̄t évid unan. O lavarout kémen̄t-man̄, é kriaz: Ra zélaouô néb en deûz diskouarn da glevout.
9Hôgen hé ziskibled a c’houlennaz digan̄t-han̄ pétrâ e oa ar barabolen-zé.
10Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Rôed eo d’é-hoc’h da anaout traou kuzet rouantélez Doué; hôgen d’ar ré all n’in̄t rôet néméd é parabolennou; évit pa wélin̄t na wélin̄t két, ha pa glevin̄t na boellin̄t két.
11Chétu éta pétrâ a lavar ar barabolen-zé: Ann hâd eo gér Doué.
12Ann hini a gouéz a-héd ann hen̄t, eo ar ré a glev ar gér, ha neûzé é teû ann diaoul, hag é tenn ar gér eûz hô c’haloun, gan̄d aoun na gréden̄t ha na ven̄t salvet.
13Ann hini a gouéz war ar vein, eo ar ré péré goudé béza klevet ar gér, hen kémer gan̄t laouénidigez: hôgen ar ré-zé n’hô deûz kéd a c’hrisien, râk na gredon̄t néméd évit eunn amzer, hag enn amzer ann demptidigez en em dennon̄t a dû.
14Ar péz a gouéz é-touez ann drein, eo ar ré péré hô deûz klevet; hôgen ar prédériou, ar madou hag ar plijaduriou eûz ar vuez a voug anézhô, ha na zougon̄t kéd a frouez.
15Ar péz a gouez enn douar mâd, eo ar ré péré ô véza klevet ar gér gan̄d eur galoun vâd ha c’houék, a vîr anézhan̄, hag a zoug frouez gan̄d habaskded.
16N’eûz dén, goudé béza énaouet eur c’hleûzeur, a gémen̄d a teûjé d’hé c’huza din̄dân eul léstr, pé d’hé lakaad din̄dân eur gwélé: hôgen hé lakaad a réeur war eur c’han̄toler, évit ma vézô gwéled ar goulou gand ar ré a zeû enn tî.
17Râk n’eûz nétrâ a guzet, ha na dlé béza diskleriet: ha nétrâ a c’hôlôet, ha na dlé béza anavézet ha gwélet gan̄d ann holl.
18Likid évez éta pénaoz é sélaouit; râk da néb en deûz, é vézô rôet: ha da nép n’en deûz két, é vézô lamed digan̄t-han̄, ar péz zô-ken a gréd d’ézhan̄ en deûz.
19Hôgen hé vamm hag hé vreûdeûr a zeûaz d’hé gavout, ha na hellen̄t két mon̄t bétég-hén̄ enn abek d’ann en̄groez.
20Hag é oé lavared d’ézhan̄: Da vamm ha da vreûdeûr a zô er-méaz hag a fell d’ézhô da wélout.
21Hag hén̄ a respoun̄taz hag a lavaraz d’ézhô. Va mamm ha va breûdeûr eo ar ré péré a zélaou gér Doué, hag a ra diout-han̄.
22Hôgen eunn deiz é piñaz enn eur vag gan̄d hé ziskibled, hag é lavaraz d’ézhô: Déomp enn tû all d’al lagen. Hag éz éjon̄t.
23Hag é-pâd ma oan̄d er vâg, é kouské; hag eur stourm braz a avel a gouézaz war al lagen, hag ar vâg a oa leûn, ha daré é oan̄t da golla.
24Hôgen tôstaad a réjon̄d out-han̄, hag é tihunjon̄d anézhan̄, ô lavarout: Mestr, mon̄d a réomp da golla. Ha Jézuz a zavaz, hag a c’hourdrouzaz ann avel hag ar c’hoummou dour, hag ar stourm a baouézaz: hag é c’hoarvézaz eur sioulded brâz.
25Neûzé é lavaraz d’ézhô: Péléac’h éma hô feiz? Hag hî spoun̄tet ha souézet-brâz a lavaré ann eil d’égilé: Piou, war hô ménô, eo hé-man̄, pehini a c’hourc’hémenn d’ann avel ha d’ar môr, hag ouc’h péhini é sen̄ton̄t?
26Neûzé éz éjon̄t étrézé brô ar Jérazéned, a zô a-énep Galiléa.
27Ha pa oé diskennet Jézuz d’ann douar, é teûaz eunn dén d’hé gavout, péhini a oa touellet gan̄d ann diaoul pell amzer a ioa, péhini na wiské kéd a ziḻad, ha na choumé kéd enn eunn tî, hôgen er bésiou.
28Hé-man̄, kerken̄t ha ma wélaz Jézuz, en em strin̄kaz d’hé dreid; hag ô kria gan̄d eur vouéz gré, é lavaraz: Pétrâ a zô étré té ha mé, Jézuz Mâb Doué Uc’hel meûrbed? Mé az péd, na en̄krez kéd ac’hanoun.
29Râg gourc’hémenni a réa d’ar spéred louz mon̄d-er-méaz eûz ann den-zé. Pell a ioa é kéfluské anézhan̄, hag évit-han̄ da véza chadennet hag hualet, é torré hé éréou, hag ann diaoul hen boun̄te enn distrô.
30Hôgen Jézuz a réaz ar goulenn-man̄ d’ézhan̄: Pé hanô éc’h eûz? Hag hén̄ a lavaraz: Léon; râk meûr a ziaoul a ioa éad enn-han̄.
31Hag ar ré-man̄ a bédé anézhan̄ n’hô c’hasché kéd er poull-doun.
32Hôgen béz’ éz oa énô eur van̄den vrâz a vôc’h ô peûri war ar ménez: hag hî a bédé anézhan̄ m’hô lesché da von̄d er môc’h, hag hô lezaz da von̄t.
33Ann diaoulou éta a iéaz-kuîd eûz ann dén, hag a iéaz er môc’h; hag ann holl van̄den en em daolaz gan̄t frouden el lagen, hag é oen̄t beûzet.
34Ar ré a vesé ô véza gwélet ar péz a oa c’hoarvézet, a dec’haz, hag a zanévellaz kémen̄t-sé é kéar hag er bourc’hiou.
35Hag é teûjon̄d er-méaz da wélout pétrâ a ioa c’hoarvézet, hag é teûjon̄d da gavout Jézuz. Hag hî a gavaz ann hini a ioa bét laosket gan̄d ann diaoulou, péhini a ioa azézet oud treid Jézuz, hag hén̄ gwisket hag enn hé skian̄t-vad; hag é oen̄t spoun̄tet.
36Ar ré hô doa gwélet a zanévellaz d’ézhô pénaoz é oa bét paréet ann hini a oa trec’het gan̄d ann diaoulou.
37Hag holl dûd brô ar Jérazéned a bédaz anézhan̄ ma pellajé diout-hô; râg eur spoun̄t brâz a ioa kroged enn-hô. Hag hén, ô véza piñed er vâg a iéaz-kuît.
38Hag ann dén euz a béhini é oa éad ann diaoulou, a bédé anézhan̄ m’hen lesché da von̄t gan̄t-han̄. Hôgen Jézuz her c’hasaz-kuît, ô lavarout:
39Distrô d’az tî, ha danével kémen̄d en deûz gréat Doué d’îd. Hag hen̄ a iéaz dré ann holl géar, hag a embannaz kémen̄d en doa Jézuz gréad enn hé gén̄ver.
40Hôgen pa zistrôaz Jézuz, eul lôd brâz a dûd a zeûaz d’hé zigémérout; râg ann holl a c’hortozé anézhan̄.
41Ha chétu é teûaz eunn dén, hanvet Jairuz, ha péhini a ioa eur penn-dén er sinagog: hag hén̄ en em daolaz out treid Jezuz, ô pidi anézhan̄ da von̄d enn hé dî.
42Dré m’hen doa eur verc’h daouzek vloaz pé war-drô, péhini a oa daré da vervel. Ha pa’z éa gan̄t-han̄, en em gavaz mac’het gan̄d ann en̄groez.
43Eur vaouez péhini a ioa klân̄ gan̄d ann diwad daouzék vloaz a ioa, ha péhini é doa dispiñet hé holl vadou gan̄d al louzaouerien, héb béza pareet gan̄d hini anézhô,
44A dôstaaz out-han̄ a-ziadré, hag a zournataz penn-piḻ hé zaé: ha râk-tâl hé gwâd a éanaz da rédek.
45Jézuz a lavaraz: Piou eo en deûz stoked ouz-in? Hôgen pep-hini ô lavarout né oa kéd hen é oa, Per hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ a lavaraz: Mestr, ann en̄groez a vâc’h hag a skuîz ac’hanod, hag é lévérez: Piou en deûz stoked ouz-in?
46Ha Jézuz a lavaraz: Unan-bennâg en deûz stoked ouz-in; râg anavézed em eûz pénaoz eunn ners a zô éad ac’hanoun.
47Hôgen ar vaouez ô wélout pénaoz na hellé kéd en em guza, a zeûaz enn eur gréna, en em daolaz d’hé dreid, hag a ziskleriaz dirâg ann holl bobl pérâg é doa stoked out-han̄, ha pénaoz é oa bét iac’héet râk-tâl.
48Hag hén̄ a lavaraz d’ézhi: Va merc’h, da feiz en deûz da iac’héet: kéa é péoc’h.
49Pa gomzé c’hoaz, é teûaz eur ré hag a lavaraz da benn-dén ar sinagog: Marô eo da verc’h; na hég két pelloc’h ann Aotrou.
50Hôgen Jézuz ô véza kleved ar gér-zé a lavaraz da dâd ar plac’h-iaouan̄k: N’az péz kéd a aoun; kréd hép-kén, hag hi a vézô iac’h.
51Ha pa oé deûed enn tî, na aotréaz da zén mon̄t gan̄t-han̄, néméd da Ber, ha da Jakez, ha da Iann, ha da dad ha da vamm ar plac’h-iaouan̄k.
52Hôgen ann holl a lén̄vé hag a geiné. Hag hén̄ a lavaraz: Na lén̄vit két, né két marô ar plac’h-iaouan̄k, hôgen kousked eo.
53Hag hî a réa goab anézhan̄, ô véza ma wien̄t éz oa marô.
54Hôgen Jézuz ô kregi enn hé dourn a griaz, hag a lavaraz: Plac’h-iaouan̄k, saô.
55Hag hé éné a zistrôaz, hag é savaz râk-tâl. Hag hen̄ a c’hourc’hémennaz rei da zébri d’ézhi.
56Hé zûd a oé souézet-brâz, hag hén a c’hourc’hémennaz d’ézhô na lavarjen̄d da zén ar péz a oa c’hoarvézet. ———— IX. PENNAD.