Aviel Lukaz 8:37
Hag holl dûd brô ar Jérazéned a bédaz anézhan̄ ma pellajé diout-hô; râg eur spoun̄t brâz a ioa kroged enn-hô. Hag hén, ô véza piñed er vâg a iéaz-kuît.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 5:25Hini é-béd na choumô enn hé zâ dira-z-hoc’h. Ann Aotrou hô Toué a rôi ann heûz hag ar spoun̄t ac’hanoc’h war ann holl zouar a dléit da voustra, ével ma en deûz hé lavaret d’é-hoc’h.
2 Samuel 6:8Glac’haret é oé David, ô véza ma oa bét skôet Oza gan̄d ann Aotrou: hag al léac’h-zé a zô bét galvet Kastiz Oza, bétég henn.
Job 21:14Lavaret hô deûz da Zoué: Pella diouz-omp, na fell két d’é-omp anaout da hen̄chou.
Luke 8:28Hé-man̄, kerken̄t ha ma wélaz Jézuz, en em strin̄kaz d’hé dreid; hag ô kria gan̄d eur vouéz gré, é lavaraz: Pétrâ a zô étré té ha mé, Jézuz Mâb Doué Uc’hel meûrbed? Mé az péd, na en̄krez kéd ac’hanoun.
Luke 9:56Mâb ann dén né kéd deûed évit kolla ann énéou, hôgen évid hô savétei. Hag ez éjon̄t enn eur vourc’h all.