Aviel Lukaz 9:54
Hé ziskibled Jakez ha Iann ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, mar kérez é livirimp da dân ann én̄v diskenni war-n-ézhô, hag hô devi?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
53Hogen tûd kéar na fellaz kéd d’ézhô hé zigémérout, dré m’en doa ar ménoz da von̄d da Jéruzalem.
55Ha Jézuz ô véza distrôed out-hô. a grozaz anézhô, ô lavarout: Na ouzoc’h két euz a bé spéred oc’h.
Cross References
2 Samuel 21:2Hôgen ar roué ô véza galvet ar C’habaonited, a lavaraz d’ézhô: (Râg ar C’habaonited na oan̄t két bugalé Israel, hôgen eul loden divéza eûz ann Amorréed. Bugalé Israel hô dôa gréat eul lé d’ézhô, ha koulskoudé Saül a fellaz d’ézhan̄ hô heskina, ével enn abek da vugalé Israel ha Juda.)
Ecclesiastes 3:3Amzer da laza, hag amzer da iac’haat; amzer da ziskara, hag amzer da zével.
James 1:19Ével-sé, va breûdeûr kér, ra vézô pép-hini ac’hanoc’h téar da zélaoui, ha diek da gomza, diek da vuanékaat.