The Bible Software
Aviel Lukaz · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Aviel Lukaz 9

1Jézuz ô véza galvet ann daouzég Abostol, a rôaz d’ézhô ann ners hag ar galloud war ann holl ziaoulou, hag ar galloud da iac’haat ann holl glén̄véjou.

2Hag é kasaz anézhô da brezégi rouan̄télez Doué, ha da iac’haad ar ré glan̄v.

3Hag hén a lavaraz d’ézhô: Na zougit nétrâ enn hen̄t, na bâz, na sac’h, na bara, nag arc’han̄t; ha na gémérit kéd diou zaé.

4Hag é pé tî-bennâg m’az éot, choumid énô, ha n’az ît két kuîd achanô.

5Ha mar éz eûz unan-bennâg ha na zigémérô kéd ac’hanoc’h, p’az éot-kuît eûz hô c’héar, hejit ar poultr eûz hô treid é testéni enn hô énep.

6Hôgen ô véza éad-er-méaz, éz éan̄d dré ar c’heriou, ô prézégi ann Aviel hag ô iac’haad ar ré glan̄v dré-holl.

7Hôgen Hérodez ann tétrark a glevaz kémen̄d a réa Jézuz, hag éc’h arvaré, dré ma lavaré lôd,

8Pénaoz Iann a ioa saved a varô da véô: ha lôd all, pénaoz Éliaz a ioa en em ziskouézet: ha lôd all, pénaoz unan eûz ar Brofédez kôz a ioa saved a varô da véô.

9Neûzé Hérodez a lavaraz: Lékéad em eûz trouc’ha hé benn da Iann: Hôgen piou eo hé-man̄, diwar benn péhini, é klevann lavarout kémen̄d all? Hag hén̄ a glaské ann tû d’hé wélout.

10Ann Ébestel ô véza distrôet, a zanévellaz da Jézuz kémen̄d hô doa gréat; ha Jézuz ô véza hô c’héméret gant-han̄, en em dennaz enn eul léac’h distrô, tôst da géar Betsaida.

11Pa glevaz ar bobl kémen̄t-sé, éz éaz war hé lerc’h, hag hén̄ ô véza hô digéméret, a gomzé d’ézhô eûz a rouan̄télez Doué, hag a baréé ar ré hô doa ézomm da véza paréet.

12Hôgen ann deiz a izéléé: hag ann daouzég abostol ô véza deûed d’hé gavout, a lavaraz dézhan̄: Kâs-kuîd ar bobl, évit ma’z ain̄t er bourc’hiou hag er c’hériou diwar-drô da glaskout péadrâ da zibri; rag enn eul léac’h distrô émomb aman̄.

13Hag hén̄ a lavaraz d’ézhô: Rôit c’houi da zibri d’ézhô. Hag hi a lavaraz d’ézhan̄: Pemb bara ha daou bésk n’hon eûz kén; némét mon̄d a rajemp da bréna bouéd évit kément-sé a dûd.

14Hôgen war-drô pemp mil dén a ioa anézhô. Hag hén̄ a lavaraz d’hé ziskikled: Likit-hô da azéza a van̄dennou, han̄ter-kan̄t hag han̄ter-kan̄t (G).

15Hag hi a réaz ével-sé, hag a lékéaz ann holl da azéza.

16Hôgen Jézuz ô véza kéméret ar pemb bara, hag ann daou bésk, a zavaz hé zaoulagad étrézég ann én̄v, hag a vinnigaz anézhô: hag é torraz ar baraou, hag é rôaz anézhô d’hé ziskibled, évid hô lakaad dirâg ar bobl.

17Hag é tebrjon̄d holl, hag hô doé a-walc’h. Hag e kaschon̄t gan̄t-hô daouzék paner leûn gan̄d ann dilerc’h.

18Eunn dervez, pa édo ô pidi hé-unan, ha pa édo gan̄t-han̄ hé ziskibled, é c’houlennaz digan̄t-hô: Piou a lavar ann dûd ounn-mé?

19Hag hî a respoun̄taz hag a lavaraz: Lôd a lavar pénaoz oud Iann Vadézour; lôd all Éliaz; lôd all eur Profed kôz saved a varô da véô.

20Hag hen̄ a lavaraz d’ézhô: Ha c’houi, piou a livirit-hu ounn-mé? Simon Per a respoun̄taz hag a lavaraz: Krist Doué oud.

21Hag hén̄ a zifennaz out-hô na lavarren̄d ann dra-man̄ da zén.

22Hag é lavaraz: Réd eo da Vâb ann dén gouzan̄vi kalz, ha béza distaolet gan̄d ann Hénaoured, gan̄t Pennou ar véleien ha gan̄d ar Skribed, ha béza lazet, ha distrei da véô ann trédé deiz.

23Hôgen hén̄ a lavaraz d’ann holl: Mar fell da unan-bennâg don̄d war va lerc’h, ra rai dilez anézhan̄ hé-unan, ra zougô hé groaz bemdéz, ha ra heûliô ac’hanoun.

24Râk piou-bennâg a fellô d’ézhan̄ savétei hé vuez, hé c’hollô: ha piou-bennâg a gollô hé vuez enn abek d’in, a zavéteiô anézhi.

25Ha pé dâl d’ann dén gounid ar béd holl, hag en em golla hé-unan, oc’h ôber hé c’haou hé-unan?

26

27

28Râk piou-bennâg en dévézô méz ac’hanoun, hag eûz va geriou, Mâb ann dén en dévézô ivé méz anézhan̄, pa zeûi enn hé c’hloar, hag é gloar hé Dâd hag ann Élez san̄tel. 27 É-gwirionez hel lavarann d’é-hoc’h pénaoz éz eûz hiniennou é-touez ar ré a zô aman̄, ha na c’houzan̄vin̄t kéd ar marô, kén n’hô dévézô gwélet rouan̄télez Doué. 28 War-drô eiz dervez goudé m’en doé lavared ar geriou-zé d’ézhô, é kéméraz gan̄t-han̄ Per, ha Jakez, ha Iann, hag é piñaz war eur ménez évit pidi.

29Hag ével ma oa ô pidi, hé zremm a gemmaz a zoaré: hé ziḻad a zeûaz gwenn ha lugernuz.

30Ha chétu daou zén a gomzé gan̄t-han̄. Moizez hag Éliaz oan̄t.

31Leûn é oan̄t a veûrdez; hag é k omzen̄t gan̄t-han̄ eûz hé drémenvan, péhini a dlié béza sévénet é Jéruzalem.

32Hôgen Per hag ar ré a ioa gan̄t-han̄ hô doa eur c’hoan̄t-kousked brâz. Ha pa zihunjon̄t é wéljon̄t hé veûrdez, hag ann daou zén a ioa enn hô zâ gan̄t-han̄.

33Ha pa’z éaz ar ré-man̄ kuîd diouc’h Jézuz, Per a lavaraz d’ézhan̄: Mestr, ervâd émomb aman̄; gréomp tri zelt, unan évid-od, unan évit Moizez, hag unan évid Éliaz; râk na wié pétrâ a lavaré.

34Pa lavaré kémen̄t-sé, é teûaz eur goabren, hag a dévalaaz anézhô: hag é oen̄t spoun̄ tet oc’h hô gwéloud ô von̄d er goabren.

35Hag eur vouéz a zeûaz eûz ar goabren, hag a lavaré: Hé-man̄ eo va Mâb kér, sélaouit-hén̄.

36É-pâd ma klefchon̄t ar vouéz-zé, Jézuz en em gavaz hé-unan. Ar ré-man̄ a davaz, ha né léverjon̄t da zén, enn amzer-zé, ar péz hô doa gwélet.

37An̄trônôz, pa ziskennent eûz ar ménez, eul lôd brâz a dûd a ziarbennaz anézhô.

38Ha chétu eunn dén a griaz eûz a greiz ann en̄groez: Mestr, sell ouc’h va mâb, mé az péd, rak n’em eûz némét-han̄:

39Ha chétu ar spéred a grôg enn-han̄, ha râk-tâl hen laka da c’harmi, é vâc’h anézhan̄, hag hen taol d’ann douar, oc’h hé lakaad da éoni, hag a-véac’h é laosk anézhan̄ goudé béza hé ziskolpet.

40Péded em eûz da ziskibled d’hé c’hâs-kuît, ha n’hô deûz két gellet.

41Neûzé Jézuz a respoun̄taz hag a lavaraz: Gwenn diskrédik ha fallakr, pé vété keit é vézinn-me gan-é-hoc’h, hag é c’houzan̄vinn-mé ac’hanoc’h? Digas aman̄ da vâb.

42Ha pa dôstéé, ar spéred a vac’haz anézhan̄, hag hen taolaz d’ann douar.

43Ha Jézuz ô véza gourdrouzet ar spéred louz, a iac’héaz ar bugel, hag hé rôaz d’hé dâd.

44Souézet-brâz é oen̄d holl eûz a veûrdez Doué: ha p’hô gwélaz holl souézet gan̄t kémen̄d en doa gréat, é lavaraz d’hé ziskibled: Likit c’houi ar geriou-man̄ enn hô kalounou: Mâb ann dén a dlé béza laosket étré daouarn ann dûd.

45Hôgen hî na wien̄t két pétra é oa ar gér-zé; ha kuzed é oa béd d’ézhô évit na boeljen̄t két anézhan̄: ha na gréden̄t két ôber goulenn é-béd digan̄t-han̄ diwar-benn kémen̄t-sé.

46Hôgen sével a réaz enn-ho ar ménoz da c’houzout péhini é oa ar brasa anézho.

47Hôgen Jézuz ô wélout ménosiou hô c’haloun, a géméraz eur bugel, hag a lékéaz anézhan̄ enn hé gichen,

48Hag a lavaraz d’ézhô: Piou-bennâg a zigémer ar bugel-man̄ em hanô, am zigémer-mé: ha piou-bennâg a zigémer ac’hanoun, a zigémer ann hini en deûz va c’haset. Rag ann hini a zô ar bihana ac’hanoc’h holl, hen-nez eo ar brasa.

49Neûzé Iann a lavaraz d’ézhan̄: Mestr, gwéled hon eûz eunn den péhini a gasé-kuîd ann diaoulou enn da hanô, hag hon eûz mired out-han̄, dré ann abek na heûlié kéd ac’hanomp.

50Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Na virit kéd out-han̄, râk nép né két a-énep d’é-hoc’h, a zô évid-hoc’h.

51Hôgen pa dostéé ann amzer é péhini é tlié béza tenned eûz ar béd, é lékéaz enn hé vénoz mon̄d da Jéruzalem.

52Hag é kasaz tûd enn hé raok da lavaroud é teûé: ar ré-man̄ a iéas é kéar ar Samaritaned, évid aoza pép tra évid hé zigémérout.

53Hogen tûd kéar na fellaz kéd d’ézhô hé zigémérout, dré m’en doa ar ménoz da von̄d da Jéruzalem.

54Hé ziskibled Jakez ha Iann ô wélout kémen̄t-sé, a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, mar kérez é livirimp da dân ann én̄v diskenni war-n-ézhô, hag hô devi?

55Ha Jézuz ô véza distrôed out-hô. a grozaz anézhô, ô lavarout: Na ouzoc’h két euz a bé spéred oc’h.

56Mâb ann dén né kéd deûed évit kolla ann énéou, hôgen évid hô savétei. Hag ez éjon̄t enn eur vourc’h all.

57Hôgen pa édon̄t enn hen̄t, chétu eunn dén a lavaraz d’ézhan̄: Mon̄d a rinn war da lerc’h, é pé léac’h-bennâg ma’z î.

58Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Al lern hô deûz toullou, ha laboused ann én̄v hô deûz neisiou; hôgen Mâb ann dén n’en deûz léac’h é-béd évid harpa hé benn.

59Da eunn all é lavaraz: Deûz war va lerc’h. Hôgen hé-man̄ a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, kâv-mâd éz ajenn da gen̄ta da liéna va zâd.

60Ha Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Lez ar ré varô da liéna hô ré varô: hôgen té, kéa da brézégi rouan̄télez Doué.

61Eunn all a lavaraz d’ézhan̄: Aotrou, mon̄d a rinn war da lerc’h; hôgen kâv-mâd é reizfenn ar péz a zô em zî.

62Jézuz a lavaraz d’ézhan̄: Néb a laka hé zourn war ann arar, hag a zell war hé lerc’h, né két mâd évit rouan̄télez Doué. ———— X. PENNAD.

← Aviel Lukaz 8Read In The App, Free →Aviel Lukaz 10 →

Study Aviel Lukaz 9

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeAlbert BarnesJohn WesleyJohn CalvinScofieldWilliam BurkittFamily Bible NotesThe Fourfold GospelJohn LightfootGeneva Bible Notes (1599)Robertson's Word PicturesReina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

123456789101112131415161718192021222324