Levr Mic'ha 1:4
Ar ménésiou a steûziô dindan-han̄: ann traon̄iennou a faoutô ével koar dirâg ann tân, hag ével ann doureier en em daol enn eul loun̄k.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 5:4Aotrou, pa oud deûet er-méaz eûz a Zéir, ha pa oud tréménet dré vrô Édom, ann douar en deûz krénet, ann én̄vou hag ar c’hoabr hô deûz divéret dour.
Psalms 97:5Ar ménésiou hô deûz teûzet dirâg ann Aotrou, dirâg ann Aotrou, ann douar holl.
Amos 9:5Hag ann Aotrou, Doué ann arméou, a stokô oud ann douar, hag hén̄ a zizéc’hô: ha kémen̄d hini a choum war-n-ézhan̄ a vézô glac’haret: hag hen̄ a zavô ével eul ster dic’hlannet, hag a rédô ével ster ann Éjipt.
Habakkuk 3:6Arzaôi a-réaz, hag é ven̄taz ann douar. Selloud a réaz, hag é teûzaz ar brôadou: ar ménésiou a-viskoaz a zô bét brévet: krec’hiennou ar béd a zô bét kroummet dindân kamméjou hé beûr-badélez.