The Bible Software
Levr Mic'ha · Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

Levr Mic'ha 1

1Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr troet gant Le Gonidec. L. Prud’homme, 1866 ( Levr kentañ Eil levr, p. 262-267) ◄ Levr Jonas. Levr Michéas. Levr Nahum. ► LEVR MICHÉAS. ———— I. PENNAD Ar profed a ziougan disman̄tr Samaria ha Jéruzalem. 1 Gér ann Aotrou péhini a zeûaz da Vichéas ar Morastiad, é deisiou Joatan, Ac’haz hag Ézéc’hias rouéed Juda, hag a wélaz diwar-benn Samaria ha Jéruzalem.

2Sélaouit, holl boblou; ra lakai évez ann douar, ha kémen̄d a zô enn-han̄: bézet ann Aotrou Doué da dést enn hoc’h énép, ann Aotrou eûz hé démpl san̄tel.

3Râk chétu ann Aotrou a zeûi er-méâz eûz hé léac’h: diskénna a rai, hag é vac’hô holl uc’helennou ann douar.

4Ar ménésiou a steûziô dindan-han̄: ann traon̄iennou a faoutô ével koar dirâg ann tân, hag ével ann doureier en em daol enn eul loun̄k.

5Ha kémen̄t-sé enn abek da wall Jakob, ha da béc’héjou tî Israel. A béléac’h é teû gwall Jakob? Ha né két eûz a Zamaria? Péléac’h édo lec’hiou-uc’hel Juda? Ha né két é Jéruzalem?

6Lakaad a rinn Samaria ével eur bern mein enn eur park pa blan̄teur eur winien: hag é likiinn hé mein da ruḻa enn draon̄ien, hag é tizôlôinn hé diazézou.

7Hé holl skeûdennou kizellet a vézô torret, hag hé holl c’hounidou a vézô devet gan̄d ann tân, hag hé holl idolou a gasinn-da-gét: ô véza ma in̄t bét dastumet gan̄t gounidou eur c’hreg fall, hag é tistrôin̄t da c’hounid da eur c’hreg fall.

8Râk-sé e keininn, hag é iouc’hinn: kerza a rinn diwisk hag enn noaz: keinvanou a rinn ével ann aérévent, ha kunuc’hennou ével ann aotruzed.

9Râk man̄truz eo hé gouli; deûet eo béte Juda, stokét en deûz oud dôr va fobl, bétég é Jéruzalem.

10Na embannit, két kémen̄t-sé é Get, na skuḻit két a zaérou, é tî ar poultr en em c’hôlôit a boultr.

11Id ébiou, gôlôet a véz hag a vézégez, c’houi péré a choum enn eul léac’h dudiuz: né két éat er-méaz ann hini a choum enn hoc’h harzou: ann ti nés, péhini a zô choumet enn hé zâ anézhan̄ hé-unan, a zô bét glac’haret enn abek d’é-hoc’h.

12Râg ann hini a choum er c’houervder a zô bét ré wan évid ôber vâd d’é-hoc’h: ô véza ma eo diskennet ann drouk diouc’h ann Aotrou bété porz Jéruzalem.

13Ar ré a choum é Lac’his a zô bét spoun̄tet brâz gan̄t trouz ar c’hirri: penn ar péc’hed eo té, merc’h Sion; râg enn-od eo bét kavet gwallou Israel.

14Râk-sé roué Israel a gasé eûz hé dud étrézé prin̄sed Get: hôgen na gavin̄t néméd eunn ti a c’hevier, a douellô anézhô.

15Eunn her a gasinn c’hoaz d’id, té péhini a choum é Marésa: gloar Israel a iélô béteg Odollam.

16En em voala, hag en em douz, diwar-benn da vugalé a ioa da zudi: léd da voalder ével ann er; râk skrapet in̄t bét d’id ha kaset é sklavérez. ———— II. PENNAD Direizded ha kastiz bugalé Israel. l. Gwâ c’houi a venn traou gwân, hag a râ drougiez enn hô kwéléou: da c’houlou-deiz é réon̄t kémen̄t-sé, râg a-énep Doué é savon̄t hô dourn. 2 Ar parkou hô deûz c’hoan̄téet; hô skrapet hô deûz gan̄d diboell; hag ann tiez hô deûz ivé skarzet: mac’het hô deûz ann dén hag hé dî, ann dén hag hé zigwéz. 3 Râk-sé ével-henn é lavar ann Aotrou: Chétu mé a gasô war ann tiad-zé eunn drouk, a béhini na dennot két hô kouzoug: na valéot mui gan̄t balc’hder, râg eur gwall amzer e vézô. 4 Enn deiz-zé é vézô gréat rambréou diwar hô penn, kanaouennou bourduz a vézô kanet diwar hô koust, ô lavarout: Gwastet ha didudet omp: digwéz va fobl a zô névézet: Pénaoz é pellai-hén diouz-in? p’az ai-kuît, é rannô hon douarou. 5 Râk-sé na vézô hini ac’hanoc’h a gémen̄t en dévézô hé lôd hag hé zigwéz é strollad ann Aotrou. 6 Na livirit két héb éhan: kémen̄t-sé na gouézô két war-n-ézhô, na vézin̄t két gôlôet a véz. 7 Tî Jakob a lavar: Ha berréet eo spéred ann Aotrou, hag ar ré-zé eo hé vénosiou? Ha né két mâd va geriou é-kén̄ver néb a gerz er reizded? 8 Hôgen va fobl a zô savet em énep: ar zaé hag ar man̄tel hoc’h eûz skrapet: ével énébourien oc’h en em daolet war ar ré a iéa ébiou é péoc’h. 9 Gragez va fobl hoc’h eûz taolet er-méaz eûz hô ziez dudiuz: va meûleûdi hoc’h eûz tennet da-vikenn eûz a c’hénou hô bugaligou. 10 Savit hag ît-kuît, râk n’eûz két a éhan aman̄ évid-hoc’h: râg ann hudurez gan̄t péhini hoc’h eûz hé saotret, é deûz hé leûniet a fléar. 11 A-ioul é venn eunn dén hép spéred, hag é teûjenn ken̄toc’h da lavarout gevier: kouéza a rinn war-n-od ével eur gwin a zeû da vézvi; ha war ar bobl-man̄ eo é kouézinn. 12 Da strolla a rinn holl, ô Jakob: grounna a rinn dilerc’hiou Israel: hô lakaad a rinn kévret ével eunn tropel er c’hraou, ével dén̄ved é-kreiz hô c’hlôz: reûstl a vézô gan̄d al lôd brâz a dûd. 13 Râg ann hini a dlé digeri ann hen̄t d’ézhô a biñô enn hô raok: hî en em rannô, hag a dréménô dré ar porz, hag a iélô ébarz: hag hô roué a iélô ébiou dira-z-hô, hag ann Aotrou enn hô fenn. ———— III. PENNAD Gourdrouzou Doué a-éneb ar brin̄sed, ar varnerien, hag ar véleien.

← Levr Yona 4Read In The App, Free →Levr Mic'ha 2 →

Study Levr Mic'ha 1

KJVMatthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)Reina-Valera (Español)Bíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)

All Chapters

1234567