The Bible Software
bible.software › Levr Mic'ha › Levr Mic'ha 1 › Levr Mic'ha 1:7

Levr Mic'ha 1:7

Hé holl skeûdennou kizellet a vézô torret, hag hé holl c’hounidou a vézô devet gan̄d ann tân, hag hé holl idolou a gasinn-da-gét: ô véza ma in̄t bét dastumet gan̄t gounidou eur c’hreg fall, hag é tistrôin̄t da c’hounid da eur c’hreg fall.

Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr

In The King James Version

And all the graven images thereof shall be beaten to pieces, and all the hires thereof shall be burned with the fire, and all the idols thereof will I lay desolate: for she gathered it of the hire of an harlot, and they shall return to the hire of an harlot.

In Context

6Lakaad a rinn Samaria ével eur bern mein enn eur park pa blan̄teur eur winien: hag é likiinn hé mein da ruḻa enn draon̄ien, hag é tizôlôinn hé diazézou.

8Râk-sé e keininn, hag é iouc’hinn: kerza a rinn diwisk hag enn noaz: keinvanou a rinn ével ann aérévent, ha kunuc’hennou ével ann aotruzed.

Read all of Levr Mic'ha 1

Cross References

Leviticus 26:30Diskara a rinn hô lec’hiou uc’he1, hag é torrinn hô skeûdennou. Kouéza a réot é-kreiz ann diskar eûz hoc’h idolou, ha va éné a argarzô ac’hanoc’h;

Deuteronomy 23:18Na vézet két éta enn hô touez eur goâz pé eur vaouez, eunn tiad pé eur vreûriez, a zistrôjé hiriô hé galoun diouc’h ann Aotrou hon Doué, évit mon̄d da gavout ha da zervicha douéed ar brôadou-zé, hag évit ma vézô enn hô touez eur c’hrisien a zougô béstl ha c’houervder.

Isaiah 27:9Bézit saouzanet ha souézet, luskellit hag horellit; bézit mezô, ha nann gan̄d ar gwîn; horellit, ha nann gan̄d ar vézven̄ti.

Ezekiel 6:6Enn holl vrôiou é péré é choumit, ar c’hériou a vézô didûd, al lec’hiou-uc’hel a vézô freûzet ha diskaret; hoc’h aotériou a gouézô hag a vézô brévet; hoc’h idolou a éhanô da véza azeûlet, hô templou a vézô diskaret, hag hoc’h ôbériou a vézô kaset-da-gét.

Hosea 2:12Ha mé a wastô hé gwini, hag hé gwéz-fiez, diwar-benn péré é deûz lavaret: Chétu va gôbrou, a zô bét rôet din gan̄t va c’haran̄tésiou: ha mé hé lakai da eur c’hoad, ha loéned ar mésiou hé débrô.

This Verse In Other Editions

King James VersionBíblia Portuguesa MundialLuther Bibel (Deutsch)Bible Louis Segond (Français)Библия (Русский)新标点和合本성경 (한국어)الكتاب المقدس باللغة العربية، فان دايكBibbia Diodati (Italiano)Kinh Thánh (Tiếng Việt)Biblia Cornilescu (Română)Polish Biblia Gdanska (1881)Statenvertaling (Nederlands)

Study Levr Mic'ha 1:7

Matthew HenryJamieson-Fausset-BrownAdam ClarkeJohn WesleyJohn CalvinKeil and DelitzschScofieldFamily Bible NotesGeneva Bible Notes (1599)
← Levr Mic'ha 1:6Levr Mic'ha 1Levr Mic'ha 1:8 →