Levr Mic'ha 2:12
Râk-sé é viot kiriek ma vézô aret Sion ével eur park, ha ma teûi Jéruzalem ével eur bern mein, ha ménez ann templ ével lec’hiou-uc’hel ar c’hoajou. ———— IV. PENNAD Dispennadur ar brôadou savét a-énep Sion.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 11:11Chétu pétra a c’hôarvézô enn deiz-zé: Ann Aotrou a astennô c’hoaz hé zourn évit kaout ar ré e û z hé bobl, a vézô bét choumet war-lerc’h ann Assiried, hag ann Éjipt, ha Fétros, hag ann Étiopia, hag Elam, ha Sennaar, hag Émat, hag énézi ar môr.
Isaiah 34:6Chétu é lékéez da fisian̄s war ann Éjipt, war ar vâz gorsen-zé péhini a zô torret, péhini a iélô é dourn ann hini a harpô hé zourn war-n-ézhi, hag a dreûzô anézhan̄; ével-sé é rai Faraon é-kén̄ver ar ré holl a lakai hô fisian̄s enn-han̄.
Jeremiah 23:3Neûzé ann Aotrou a lavaraz d’in: Pétrâ a wélez-té, Jérémias? Ha mé a lavaraz: Fiez; fiez mâd, eûz ar ré wella, ha fiez fall, gwall fall; na ha helleur két hô dibri, ker fall in̄t.
Ezekiel 34:11Râg ével-henn é lavar ann Aotrou Doué: Chétu é teûann va-unan da glaskout va dén̄ved, hag é emwélinn anézhô.
Ezekiel 34:22Hôgen mé a zieûbô va zropel, ha na vézô mui é preiz; ha mé a varnô étré ann dén̄ved hag ann dén̄ved.