Levr Mic'ha 2
1Lavaret em eûz iv e: Sélaouit, prin̄sed Jakob, ha duged tî Israel: ha né két d’é-hoc’h gouzout ar varn?
2C’houi péré a gasa ar mâd, hag a gâr ann drouk: a skrâp hô c’hroc’hen diwar-n-ézhan̄, hag ar c’hîk diwar hô eskern.
3Debret hô deûz kîk va fobl, lamet hô deûz hé groc’hen diwar-n-ézhan̄: hé eskern hô deûz brévet, hag hô deûz hô draḻet, ével évid lakaad enn eur pôd, hag ével kîg enn eur gaoter.
4Neûze é c’harmin̄t étrézég ann Aotrou, hag hén̄ na zélaouô két out-hô: kuza a rai hé zremm out-hô enn amzer-zé, ével ma in̄t bét droug enn hô ôberiou.
5Ével-henn é lavar ann Aotrou diwar-benn ar broféded a douell va fobl; péré a rôg gan̄d hô den̄t, hag a brézeg ar péoc’h: ha ma tinac’h eur ré leûnia hô génou d’ézhô, é réon̄t enn hô san̄télez brézel d’ézhan̄.
6Râk-sé é vézô nôz d’é-hoc’h évit gwélédigez, ha tévalien évid diougan: ann héol a guzô war ar broféded, hag ann deiz a zuô war-n-ézhô.
7Ar ré hô deûz gwélédigésiou a vézô mézékéet, ha mézékéet ann diouganerien: hag hî holl a guzô hô dremm, ô véza n’en dévézô két respoun̄tet Doué.
8Hôgen mé a zô leûn eûz a ners spéred ann Aotrou, a varn hag a c’halloud, évid diougani da Jakob hé wall, hag hé béc’hed da Israel.
9Sélaouit ann dra-man̄, prin̄sed tî Jakob, ha c’houi barnerien tî Israel; c’houi péré a argarz ar varn hag a ziskar kémen̄d a zô reiz.
10C’houi péré a zâv tiez é Sion gan̄d ar goâd, hag é Jéruzalem gan̄d ar fallagriez. 1l. Hô frin̄sed a varn évit rôou, hô béleien a zesk évit gôbr, hag hô froféded a ziougan évid arc’han̄t: hag hî en em harp war ann Aotrou, ô lavarout: Ha n’éma két ann Aotrou enn hor c’hreiz? na zeûi két a zrouk war-n-omp.
12Râk-sé é viot kiriek ma vézô aret Sion ével eur park, ha ma teûi Jéruzalem ével eur bern mein, ha ménez ann templ ével lec’hiou-uc’hel ar c’hoajou. ———— IV. PENNAD Dispennadur ar brôadou savét a-énep Sion.