Levr Nahoum 3:18
Da veserien, roué Assur, a zo bét kousket; da brin̄sed a zô bét gourvézet: da bôbl a zô éat da guza er ménésiou, ha n’eûz den évid hô strolla.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Isaiah 13:14Hag hî a vézô ével eunn demm a dec’h, hag ével eunn dan̄vad, ha na gâv dén évid hé zigas; pép-hini a zistrôi étrézég hé bobl, pép-hini a dec’hô war-zû hé vrô.
Isaiah 56:9Neûzé é c’halvi, hag ann Aotrou a zélaouô ouz-id; é c’harmi, hag é lavarô: Chétu mé. Mar tennez ar chaden eûz da zargreiz, ma éhanez da astenna da vîz, ha da gomza enn eunn doaré dizéréad:
Ezekiel 31:3Chétu Assur a ioa ével eur wézen-sedr war al Liban, kaer enn hé skourrou, stan̄k enn hé bran̄kou, hag uc’hel-brâz; hag é-touez hé skourrou stan̄k, é savé hé bâr.
Ezekiel 32:22Énô éma Assor, hag hé holl bobl; hé vésiou a zô war hé drô; holl in̄t bét lazet, holl in̄t bét kouézet dindân ar c’hlézé.