Levr Nahoum 3
1Gwâ té, kéar a c’hoad, leûn a c’hevier hag a bép toullérez; té péhini a skrâp héb éhan.
2Klevout a rann strakl ar fouet, ha trouz ar rodou, hag ar c’hézeg a c’houirin, hag ar c’hirri a rûḻ, hag ar varc’heien a biñ.
3Hag ar c’hlézeier ô luc’ha, hag ar gwafiou ô stérédenni, hag eul lôd braz a dûd lazet, hag eur gwall zisman̄tr: hag eul lazérez dizivez, hag ar c’horfou ô kouéza ann eil war égilé:
4Enn abek da holl c’hadélésiou ar c’hreg fall-zé kaer ha koan̄t, péhini é deûz gréat strôbinellou, é deûz gwerzet ar brôadou gan̄d hé gadélésiou, hag ann tiadou gan̄d hé strôbinellou.
5Chétu mé a zeû étrézég enn-od, émé Aotrou ann arméou, hag é tizôlôinn da vézégez dira-z-od, hag é tiskouézinn da noazded d’ar brôadou, ha da vézégez d’ar rouan̄télésiou.
6Ha mé a daolô war-n-od da argarzidigésiou, hag é c’hôlôinn ac’hanod a véz, hag é likiinn ac’hanod da skouér.
7Ha chétu pétrâ a c’hoarvézô: kémen̄d hini az kwélô, a dec’hô diouz-id, hag a lavarô: Disman̄tret eo Niniva: piou a vézô glac’haret diwar da benn? Péléac’h é klaskinn-mé eunn dizoanier d’id?
8Ha gwell oud égéd Aleksandria ar boblou, péhini a zô diazézet é-kreiz ar steriou, hag é deûz dour trô-war-drô; péhini é deûz ar môr da vadou, hag ann doureier évit muriou?
9Ann Étiopia a oa hé ners, hag ann Éjipt, ha kalz ré all: ann Afrika hag al Libia a oa da gen-nerz d’ézhi.
10Ha koulskoudé hî ivé a zô bét kaset é sklavérez: hé bugaligou a zô bét flastret é penn hé ruou, taolet eo bét ar sort war hé zûd ar ré vrudéta, hag hé brasa tûd a zô bét karget a chadennou.
11Hôgen té a vézvô, hag a vézô mézékéet: té a glaskô ken-ners digan̄d da énébour.
12Da holl geriou kré a vézô ével ar fiez abréd; pa hejeur ar skourrou, é kouézon̄t é genou ann hini hô debr.
13Chétu da bobl a zeû ével gragez enn da greiz: dôriou da zouar a vézô digor d’as énébourien, ann tân a zevô da varrennou.
14Tenn dour d’id évid ar grounadur, kréva da gréou; kéa er prî, ha mac’h-hén̄, ha grâ brikennou gan̄t-han̄.
15Énô é vézi loun̄ket gan̄d ann tân: diskaret é vézi gan̄d ar c’hlézé, a vévézô ac’hanod ével ar viskoul: en em stroll ével ar viskoul: en em baott ével ar c’hiḻek-raden.
16Muioc’h a varc’hadourez éc’h eûz dastumet égét n’eûz a stéred enn én̄v: ar biskouled a oa en em lédet, hag in̄t éat-kuît.
17Da warded a zô ével ar c’hiḻeien-raden, ha da vugaligou ével kiḻeienigou-raden, peré a arzaô war ar c’haéou pa eo ien ann amzer: hôgen pa zâv ann héol, hî a nich, ha na anavézeûr mui al léac’h é pehini édon̄t.
18Da veserien, roué Assur, a zo bét kousket; da brin̄sed a zô bét gourvézet: da bôbl a zô éat da guza er ménésiou, ha n’eûz den évid hô strolla.
19Né két kuzet da en̄krez: gwall wiridig eo da c’houli: kémen̄d hini hô deûz klévet ar péz a zo c’hoarvézet gan-éz, hô deûz pounnéréet hô dourn war-n-od; râk war biou né két bét tréménet da zrougiez é beb amzer?