Levr Nahoum 3:2
Klevout a rann strakl ar fouet, ha trouz ar rodou, hag ar c’hézeg a c’houirin, hag ar c’hirri a rûḻ, hag ar varc’heien a biñ.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
1Gwâ té, kéar a c’hoad, leûn a c’hevier hag a bép toullérez; té péhini a skrâp héb éhan.
Cross References
Judges 5:22Karn ar c’hézek a zô kouézet, gan̄d ann err eûz ar ré a déc’hé hag eûz ar ré gréva é-touez ann énébourien péré en em strinké enn torrôd.
Isaiah 9:5Râg ann holl zibourc’hou kéméret gant rustoni ha gan̄t trouz, hag ann diḻad saotret gan̄t goad, a vézô taolet enn tân, hag a zeûi da voéd d’ar flamm.
Joel 2:4Hôgen pétrâ a zô étré c’houi ha mé, Tir ha Sidon, hag holl harzou ar Palestina? Ha c’houi a fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanoun? Mar fell d’é-hoc’h en em ven̄ji ac’hanonn, râk-tâl é tistolinn ann drouk war hô penn hoc’h-unan.
Nahum 2:3Tiren hé dûd-kré a lûc’h ével tân, hé dûd-a-vrézel a zô gôlôet a vouk: é liou tân eo lerennou hé girri é deiz ann emgann, hag hô c’harrénerien a zô môrédet.