Levr Nehemia 1:2
Hanani, unan eûz va breûdeûr, a zeûaz, hén̄ ha tûd eûz a Juda; ha me a c’houlennaz kélou digan̄t-hô eûz ar Iuzevien a oa choumet goudé ar sklavérez, hag a oa c’hoaz béô, ha diwar-benn Jéruzalem.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 9:8Ha bréman̄ ann Aotrou, hon Doué, en deûz sélaouet eunn nébeût hag évid eunn amzer oud hor péden, évit lézel gan-é-omp ann dilerc’h a zô choumet, évit rei d’é-omp alc’houéz hé léac’h san̄tel; évit ma sklérajé hon Doué hon daoulagad, ha ma rôjé d’é-omp eunn nébeût buez enn hor sklavérez;
Nehemiah 7:2É rôiz va gourc’hémennou da Hanani, va breûr, ha da Hananias, prin̄s palez Jéruzalem (râg hé-man̄ a oa ével eunn dén gwirion, hag a zoujé Doué dreist ar ré all),
Psalms 137:5Garmet em eûz étrézég enn-od, Aotrou, hag em eûz lavaret: Té eo va c’héd, ha va lôd é douar ar ré véô.
Ezekiel 6:9Hag ar ré ac’hanoc’h a vézô bét dieûbet, hô dévézô koun ac’hanoun é-touez ar brôadou gan̄t péré é vézin̄t bét kaset é sklavérez; ô véza ma van̄trinn hô c’haloun gadal a oa pelléet diouz-in; hag hô daoulagad a oa en em zaotret gan̄t hô idolou; hag hî en em zihétô hô-unan enn abek d’ann droug hô dévézô gréat enn hô holl fallagriézou.
Ezekiel 24:26Enn deiz-zé, pa zeûi eunn dén da dec’hout, ha da rei kélou d’id;