Levr Nehemia 1:3
Hag hî a lavaraz d’in: Ar ré a zô choumet goudé ar sklavérez, hag a choum c’hoaz er vrô, a zô enn eur c’hlac’har vrâz, hag enn eunn dismégan̄s vrâz; mûr Jéruzalem a zô freûzet, hag hé fersier a zô bét dévet gan̄d ann tân.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 26:33Mé hô skiñô é-touez ar brôadou, hag a dennô ar c’hlézé war hô lerc’h; hô touar a vézô dilézet hag hô keriou a vézô disman̄tret
Ezra 2:1Chétu ann niver eûz a vugale Israel, péré, goudé béza bét kaset é sklavérez da Vabilon, gan̄t Nabukodonosor, roué Babilon, a zistrôaz da Jéruzalem ha da Juda, pép-hini d’hé géar.
Nehemiah 2:3Hag é liviriz d’ar roué: O roué, bév da vikenn: pérâg na vé két trist va dremm, pa eo dizud ar géar m’éma enn-hi bésiou va zadou, ha pa eo bét dévet hé fersier gan̄d ann tân.
Nehemiah 2:17Hag é liviriz d’ézhô: C’houi a anavez ar c’hlac’har é péhini émomp, dré ann abek ma eo dizud Jéruzalem, ha ma eo bét dévet hé fersier gan̄d ann tân: deûit, ha savomp a névez muriou Jéruzalem, évit na vézimp mui er vézégez.
Nehemiah 9:36Chétu nî a zô sklaved hiriô; hag enn douar éz pôa rôet d’hon tadou, évit ma tebrchen̄t ar bara hag ar frouez a zeûjé enn-han̄, chétu nî a zô sklaved.