Levr Nehemia 1:5
Hag é liviriz: Mé az péd, Aotrou Doué ann én̄v, té péhini a zô brâz hag estlammuz, té péhini a vîr da gévrédigez ha da drugarez é-kén̄ver ar ré az kâr hag a vîr da c’hourc’hémennou;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Deuteronomy 7:9Hôgen hé laza a ri râk-tâl: ra gouézô da zourn da gen̄ta war-n-ezhan̄, ha goudé-zé ra lakai ann holl bobl hé zourn war-n-ézhan̄.
1 Chronicles 17:21Ha béz’ éz eûz eunn all, hén̄vel oud da bobl Israel, pobl dispar war ann douar, étrézé péhini eo éat Doué évid hé dieûbi, hag hé lakaad da bobl d’ézhan̄, hag évit pellaad dré hé c’halloud ha dré ann heûz, ann holl vrôadou a zirâg ann hini en dôa tennet eûz ann Éjipt?
Nehemiah 2:4Hag ar roué a lavaraz d’in: Pétrâ a c’houlennez-té digan-én̄? Hag é pédiz Doué ann én̄v;
Nehemiah 4:14Ha goudé béza évéséet-mâd, é saviz, hag é liviriz d’ar ré vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl: Na spoun̄tit két ra-z-hô; hô pézet koun pénaoz eo brâz ha galloudek ann Aotrou; ha stourmit evid hô preûdeûr, évid hô mipien, évid hô merc’hed, évid hô kragez, hag évid hô tiez.
Psalms 47:2Râg ann Aotrou a zô uc’hel-brâz, hag estlammuz; roué brâz war ann douar holl.