Levr Nehemia 4:14
Ha goudé béza évéséet-mâd, é saviz, hag é liviriz d’ar ré vrâz, ha d’ar rénerien, ha d’ar ré all eûz ar bobl: Na spoun̄tit két ra-z-hô; hô pézet koun pénaoz eo brâz ha galloudek ann Aotrou; ha stourmit evid hô preûdeûr, évid hô mipien, évid hô merc’hed, évid hô kragez, hag évid hô tiez.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Numbers 14:9Na zavit két a-éneb ann Aotrou, ha n’hô pézet kéd a aoun râk pobl ann douar-zé; râk ni a hell hî loun̄ka ével eunn tamm bara; pelléat eo pép skoazel diout-hô; éma ann Aotrou gan-é omp; n’hô pézet két a aoun.
Deuteronomy 20:3Hag éz î da gaout ar bélek, a vézô é karg enn deisiou-ze, hag e liviri d’ézhan̄: An̄savout a rann hiriô dirâg ann Aotrou da Zoué, pénaoz ounn deûet ébarz ann douar en dôa touet d’hon tadou é rôjé d’é-omp.
Judges 3:27Ha râk-tâl é sonaz gan̄d ar c’horn-boud war vénez Éfraim; ha bugalé Israel a ziskennaz gan̄t-han̄, hag hén̄ enn hô raok.