Levr Nehemia 10:34
Teûrel a réjomb ivé d’ar sort diwar-benn kennig ar c’heûneûd, étré ar véleien, hag al Lévited hag ar bobl, évit ma vijé douget é tî hon Doué, gan̄t tiadou hon tadou, enn amzer merket, a vloaz é bloaz, évid hé lakaad da zévi war aoter ann Aotrou hon Doué, ével ma eo skrivet é lézen Moizez,
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 24:5Kéméroud a rî ivé bleûd glân, hag é poazi anézhan̄ daouzék bara, péré a vézô pép-hini eûz a zaou zékved bleûd.
Numbers 28:2Gourc’hémenn da vugalé Israel, ha lavar d’ézhô: Kennigit d’in enn hô amzer va c’hennig, hag ar baraou, hag ann hostivou-losk eûz a eur c’houés ker c’houék.
1 Chronicles 24:5Ranna a réaz c’hoaz pép tiad étré-z-hô dré ar sort, râk prin̄sed ar san̄tuar, ha prin̄sed Doué a oa enn-hô, kenn eûz a vipien Éléazar, kenn eûz a vipien Itamar.
1 Chronicles 25:8Hag hî a daolaz d’ar sort é pép reiz, hép nép kemm, daoust pé brâz, pé bihan, daoust pé desket, pé dizesket.
Ezra 3:5Goudé-zé é kennigchon̄t ar sakrifiz-losk peûr-baduz, kenn en deisiou ken̄ta eûz ar mîz, kenn enn holl lidou a oa gwéstlet d’ann Aotrou, hag er ré holl é péré é oa kenniget a-ioul-vâd rôou d’ann Aotrou.
Nehemiah 13:31Hag évit kennig ar c’heûneûd enn deisiou merket, hag évid ar préveûdiou. Az péz koun ac’hanoun, ô va Doué, enn da drugarez. Amen. LEVR TOBIAS. ———— I. PENNAD. Tobias a vir al lézen. Sével a ra hé vâb é doujan̄s Doué.