Levr Nehemia 13:6
Hôgen enn holl zeisiou-zé né oann két é Jéruzalem; râg enn eil vloaz ha trégon̄t eûz a Artaksersez, roué Babilon, éz îz d’hé gavout, hag é penn va buéz, é oenn kaset-kuît gan̄d ar roué;
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Ezra 6:22Hag hî a réaz goél ar bara dic’hoell é-pâd seiz dervez el lévénez, ô véza m’en dôa ann Aotrou hô laouénéet ha m’en dôa trôet kaloun roué ann Assiried enn hô c’hén̄ver, évit m’hô skoazelfé da zével tî ann Aotrou, Doué Israel. ———— VII. PENNAD. Esdras a zô kaset er Judéa gan̄d Artakserses.
Nehemiah 2:5Hag é liviriz d’ar roué: Mar kâv mâd ar roué, ha mar d-eo hétuz da zervicher dira-z-oud, va c’hâs d’ar Judéa, da géar bésiou va zadou, évit ma savinn anézhi a névez.
Nehemiah 5:14Hôgen adaleg ann deiz é péhini é c’hourc’hémennaz ar roué d’in ma vijenn da réner é brô Juda, adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann eil ha trégon̄t eûz ar roué Artaksersez, é-pâd daouzék vloaz, mé ha va breûdeûr n’hon eûz két debret ar bara a oa dléet d’ar rénerien.