Levr Nehemia 13
1Hôgen enn deiz-zé é oé lennet enn eul levr eûz a Voizez dirâg ar bobl; hag é oé kavet skrivet enn-han̄ pénaoz na dlé bikenn ann Ammonited hag ar Voabited mon̄d é iliz Doué:
2O véza n’hô deûz két diambrouget bugalé Israel gan̄t bara ha dour; ha ma hô deûz digaset Balaam enn hô énep, évid hô millisien; hag hon Doué a droaz ar valloz é bennoz.
3Hôgen p’hô dôé klevet al lézen, é ranchon̄t eûz a Israel ann holl ziavésidi.
4Ha war gémen̄t-sé édô Éliasib ar bélek, péhini a oa bet da benn war den̄zor tî hon Doué, hag a oa kâr-nes da Dobias.
5Hôgen lakaad a réaz ôber évit-han̄ eunn ten̄zor brâz; hag énô é oé kaset dira-z-han̄ ével rôou, ézan̄s, ha listri, ha déog ann éd, hag ar gwîn hag ann éôl; lôd al Lévited, hag ar ganerien, hag ar borsierien, ha préveûdiou ar véleien.
6Hôgen enn holl zeisiou-zé né oann két é Jéruzalem; râg enn eil vloaz ha trégon̄t eûz a Artaksersez, roué Babilon, éz îz d’hé gavout, hag é penn va buéz, é oenn kaset-kuît gan̄d ar roué;
7Hag ô véza deûet da Jéruzalem, ec’h anavéziz ann droug en dôa gréat Éliasib é-ken̄ver Tobias, oc’h ôber d’ézhan̄ eunn ten̄zor é porched tî Doué.
8Hag ann droug a gaviz brâz-meûrbéd; hag é taoliz arrébeûri tî Tobias er-méaz eûz ann ten̄zor:
9Hag é kemenniz glana ann ten̄zor; hag é likiiz kâs enn-han̄ listri tî Doue, ar sakrifiz hag ann ézan̄s.
10Anaoud a rîz ivé pénaoz lôdou al Lévited né oan̄t két bét rôet d’ézhô; ha pénaoz al Lévited, hag ar ganerien, hag ar zervicherien a oa tec’het pép-hini d’hé vrô.
11Neûzé é komziz stard oud ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô: Pérâg hon eûz-ni dilézet tî Doué? Ha mé hô strollaz, hag hô lékéaz da choum enn hô c’hargou.
12Ha Juda holl a zigasé er soliérou ann déog eûz ann éd, eûz ar gwîn, hag eûz ann eôl.
13Ha nî a lékéaz da rénerien war ar soliérou, Sélémias ar bélek, ha Sadok ar skrivañer, ha Fadaias eûz al Lévited; hag enn hô c’hén̄ver, Hanan, mâb Zac’hur, mâb Matanias, ô véza ma oan̄t bét anavézet ével tûd féal: ha lôdou hô breûdeûr a oé fisiet enn-hô.
14Az péz koun ac’hanoun, va Doué, enn abek da gémen̄t-sé, ha na gâs két da-gét ar péz em eûz gréat a vâd é tî va Doué, hag enn hé lidou.
15Enn deisiou-zé é wéliz tûd é Juda, péré a waskellé é deiz ar sabbat, péré a zougé malanou, hag a vec’hié war azéned gwîn, ha rézin, ha fiez, ha bec’hiou a bép doaré, évit digas da Jéruzalem é deiz ar sabbat. Ha mé a c’hourc’hémennaz d’ézhô na werzchen̄t mui néméd enn deisiou é péré é oa aotréet gwerza.
16Ann Tiried ivé a choumaz er géar, hag a zigasé enn-hi pésked, ha kémen̄d a oa mâd da werza; hag hî hô gwerzé da vipien Juda, é deisiou ar sabbat, é Jéruzalem:
17Râk-sé é tamalliz ar ré gen̄ta eûz a Juda, hag é liviriz d’ézhô: Pétrâ eo ann drouk-zé a rît? Ha pérâg é saotrit-hu deiz ar sabbat?
18Ha né két ével henn hô deûz gréat hon tadou? Ha né két ével-sé en deûz hon Doué digaset war-n-omp, ha war ar géar-man̄, ann holl zroug-zé? Ha c’houi a denn c’hoaz buanégez ann Aotrou war Israel, ô terri ar sabbat.
19Pa oé éta persier Jéruzalem enn éhan é deiz ar sabbat, é liviriz serra ann ôriou, hag é c’hourc’hémenniz na vijen̄t digoret némét goudé ar sabbat; hag é likiiz paotred d’in é-tâl ar persier, évit na zigasché dén béac’h é-béd ébarz, é deiz ar sabbat.
20Hag ar varc’hadourien, hag ar ré hô dôa eunn dra-bennâg da werza, a choumaz er méaz eûz a Jéruzalem eur wéach pé ziou.
21Ha mé a grôzaz anézhô, hag a lavaraz d’ézhô: Pérâg é choumit-hu é-tâl ar vûr? Ma her grît eunn eil wéach, é likiinn va dourn war-n-hoc’h. Abaoé neûzé éta na zeûjon̄t mui é deisiou ar sabbat.
22Lavaroud a rîz ivé d’al Lévited en em c’hlana, ha don̄d da ziwallout ar persier, ha san̄téla deiz ar sabbat. Râk-sé éta, va Doué, az péz koun ac’hanoun, hag az péz truez ouz-in, hervez al lôd brâz eûz da drugarézou.
23Enn deisiou-zé é wéliz ivé Iuzévien pére a géméré gragez é-touez ann Azotided, ann Ammonited, hag ar Voabited.
24Hag hô mipien a gomzé a véac’h é iez ann Azotided, ha na hellen̄t ket komza é iéz ar Iuzévien; hag hî a gomzé hervez ann eil bobl hag égilé.
25Ha mé hô c’hrôzaz, hag a villigaz anézhô. Lakaad a rîz kanna lôd anézhô, hag é rîz hô zouga; hag é likiiz anézhô da doui dirâk Doué, pénaoz na rôjen̄t két hô merc’hed d’hô mipien, ha na gemerchen̄t két eûz hô merc’hed évid hô mipien, hag évit-hô hô-unan, ô lavarout:
26Ha né két ével-sé é péc’haz Salomon, roué Israel? Ha koulskoudé na oé roué é-béd hén̄vel out-han̄ é-touez ann holl boblou; hag hén̄ a oé karet-brâz gan̄t hé Zoué, ha Doué en dôa hé lékéat da roué war Israel holl; ha merc’hed a-ziavéaz hel lékéaz da béc’hi.
27Ha nî a vézô ivé dizen̄t, hag a rai ann holl zrouk-zé; ha terri a raimp lézen hon Doué, ô kémérout gragez a-ziavéaz?
28Hôgen unan eûz a vipien Joiada, mâb Éliasib, ar bélek-brâz, a oa da vâp-kaer da Zanaballat ann Horonitad; ha mé her c’hasaz-kuît diouz-in.
29Az péz koun, Aotrou va Doué, eûz ar ré a zaotr ar vélégiez, ha bété lézen ar véleien hag al Lévited.
30Hô glana a rîz éta eûz ann holl ziavésidi, hag é likiiz ar véleien hag al Lévited, pép-hini enn hé reiz hag enn hé labour,
31Hag évit kennig ar c’heûneûd enn deisiou merket, hag évid ar préveûdiou. Az péz koun ac’hanoun, ô va Doué, enn da drugarez. Amen. LEVR TOBIAS. ———— I. PENNAD. Tobias a vir al lézen. Sével a ra hé vâb é doujan̄s Doué.