Levr Nehemia 2:6
Hag ar roué a lavaraz d’in, hag ivé ar rouanez péhini a oa azézet enn hé gichen: Pégeid amzer é vézi-dé enn hen̄t, ha peûr é tistrôi? Hag ar roué her c’havaz mâd, hag a gasaz ac’hanoun, goudé m’am bôé merket d’ézhan̄ ann amzer.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Nehemiah 1:11Mé az péd, Aotrou, bézet évésiek da skouarn da béden da zervicher, ha da béden da zervicherien, péré a zouj da hanô; ha rén hiriô da zervicher, ha rô d’ézhan̄ trugarez dirâg ann dén-zé: râk mé a oa kôper ar roué. ———— II. PENNAD. Néhémias a zistrô da Jéruzalem, hag a laka da zével hé muriou.
Nehemiah 5:14Hôgen adaleg ann deiz é péhini é c’hourc’hémennaz ar roué d’in ma vijenn da réner é brô Juda, adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann eil ha trégon̄t eûz ar roué Artaksersez, é-pâd daouzék vloaz, mé ha va breûdeûr n’hon eûz két debret ar bara a oa dléet d’ar rénerien.
Isaiah 58:12Râg ar vrôad hag ar rouan̄télez ha na zervichô két ac’hanod a iélô-da-nétra; hag ar brôadou-zé a vézô gwastet ével eunn distrô.