Levr Nehemia 3:15
Sellom, mâb Kolhoza, prin̄s pann Masfa, a zavaz porz ar feun̄teun: hé zével a réaz, hé dei a réaz hag é lékéaz out-han̄ stalafiou, ha potennou, ha barrou, hag ivé muriou al lenn hanvet Siloé, a-héd garz ar roué bétég ann dérésiou dré béré é tiskenneur eûz a géar David.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Judges 20:1Neûzé holl vugalé Israel a iéaz er-méaz, hag en em zastumaz holl ével eunn dén hép-kén, adalek Dan bété Bersabéé ha douar Galaad, étrézég ann Aotrou é Masfa.
2 Samuel 5:6Hag ar roué, gan̄d ann dûd a oa gan̄t-han̄, a iéaz étrézé Jéruzalem, é péléac’h é choumé ar Jébuzéed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz da Zavid: Na zeûi két aman̄, kén n’az pézô kaset-kuît ar ré zall hag ar ré gamm; évit lavarout: Na zeûiô két David aman̄.
2 Samuel 5:9David a iéaz da choum er c’hré, hag a c’halvaz anézhan̄ kéar David: hag hén̄ a lékéaz da zével tiez trô-war-drô, adalek Mello hag enn diabars.
Nehemiah 3:7Ha Meltias ar Gabaonit, ha Jadon ar Méronatit, péré a oa eûz a C’habaon hag eûz a Vasfa, a labouraz é-kichen ar ré-man̄, dirâk tî ar réner a oa enn tû all d’ar ster.
Nehemiah 3:12Hag é kichen hé-man̄ é labouraz Sellum, mâb Alohez, prin̄s eunn han̄ter bann eûz a Jéruzalem, hén̄ hag hé verc’hed.