Kentañ Levr ar Rouaned 5:6
Hag ar roué, gan̄d ann dûd a oa gan̄t-han̄, a iéaz étrézé Jéruzalem, é péléac’h é choumé ar Jébuzéed. Hag ar ré-man̄ a lavaraz da Zavid: Na zeûi két aman̄, kén n’az pézô kaset-kuît ar ré zall hag ar ré gamm; évit lavarout: Na zeûiô két David aman̄.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
7Hôgen David a géméraz kré Sion, a zô ivé kéar David.
Read all of Kentañ Levr ar Rouaned 5
Cross References
Joshua 15:63Hôgen mipien Juda na helchon̄t két dispenna ar Jébuzéed péré a choumé é Jéruzalem; hag ar Jébuzéed a zô choumet é Jéruzalem gan̄t mipien Juda bétég-henn. ———— XVI. PENNAD. Lôden Éfraim.
Judges 1:8Rak bugalé Juda, ô véza grounnet Jéruzalem, a géméraz anézhî, a lazaz ann holl dûd gan̄d ar c’hlézé, hag a lékéaz ann tân er géar holl.
Judges 19:10Na fellaz két d’hé vâp-kaer rei hé c’hrâd d’hé lavar; hôgen râk-tâl en em lékéaz enn hen̄t hag é teûaz war-harz Jébus, a zô hanvet ivé Jéruzalem, ô kâs gan̄t-han̄ hé zaou azen karget hag hé c’hrég.
Jeremiah 37:10Nabuzardan, penn ann armé, a lézaz é brô Juda ar ré baour eûz ar bobl, ar ré n’hô dôa nétrâ; hag é rôaz d’ézhô gwini ha pun̄sou enn deiz-zé.