Levr Nehemia 3:26
Hôgen ann Natinéed a choumé é Ofel bété râg-énep da borz ann doureier, war-zû ar sâv-héol, ha bétég ann tour péhini a oa war ziavéaz.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
1 Chronicles 9:2Hôgen ar ré gen̄ta a choumaz enn hô madou, hag enn hô c’heriou a oé Israel, hag ar véleien, hag al Lévited, hag ann Natinéed.
Nehemiah 3:27Goudé hé-man̄ é labouraz mipien Tékua eunn eil ven̄t dirâg, adaleg ann tour brâz a oa war ziavéaz, bété mûr ann templ.
Nehemiah 8:1Hag ar seizved mîz a oa deûet; ha bugalé Israel a oa enn hô c’heriou. Hôgen ann holl bobl en em strollaz ével eunn dén hép-kén, war al leûr-ger a zô dirâk porz ann doureier; hag é leverchon̄t da Esdras ar skrivañer ma tigazché levr lézen Moizez, en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.
Nehemiah 8:16Hag ar bobl a iéaz-kuît, hag a zigasaz ann dra-man̄. Ha pép-hini a réaz évit-han̄ é doaré teltou war lein hé dî, hag é leûren hé dî, hag é leûren tî Doué, ha war wiler porz ann doureier, ha war wiler porz Éfraim.
Nehemiah 11:21Hag ann Natinéed, péré a choumaz é Ofel, ha Siaha, ha Gasfa, a oa da benn war ann Natinéed.