Levr Nehemia 8:1
Hag ar seizved mîz a oa deûet; ha bugalé Israel a oa enn hô c’heriou. Hôgen ann holl bobl en em strollaz ével eunn dén hép-kén, war al leûr-ger a zô dirâk porz ann doureier; hag é leverchon̄t da Esdras ar skrivañer ma tigazché levr lézen Moizez, en dôa gourc’hémennet ann Aotrou da Israel.
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 9:5Lakaad a réjon̄t éta é-tâl dôr ann tabernakl ar péz en dôa lavaret Moizez d’ézhô; ha pa oa énô ann holl bobl enn hé za,
Judges 20:1Neûzé holl vugalé Israel a iéaz er-méaz, hag en em zastumaz holl ével eunn dén hép-kén, adalek Dan bété Bersabéé ha douar Galaad, étrézég ann Aotrou é Masfa.
Ezra 3:1Pa oé deûet ar seizved mîz, abaoé ma ôa deûet mipien Israel enn hô c’heriou, ar holl en em strollaz ével eunn dén hép-kén é Jérusalem.
Ezra 7:6Esdras éta a biñaz da Vabilon: skrivañer é oa, ha desket mâd é lezen Moizez, en dôa rôet ann Aotrou Doué da Israel; hag ar roué a aotréaz d’ézhan̄ hé c’houlenn, ô véza ma oa dourn ann Aotrou Doué war-n-ézhan̄.
Nehemiah 3:26Hôgen ann Natinéed a choumé é Ofel bété râg-énep da borz ann doureier, war-zû ar sâv-héol, ha bétég ann tour péhini a oa war ziavéaz.