Levr Nehemia 5:9
Ha mé a lavaraz d’ézhô: Né két mâd ar péz a rit: pérâk na gerzit-hu két é doujan̄s hon Doué, gan̄d aoun na vemp tamallet gan̄d ar brôadou a zô da énébourien d’é-omp?
Bibl Santel pe Levr ar Skritur Sakr
In The King James Version
In Context
Cross References
Leviticus 25:36Na gémer két a gampi diout-han̄, nag ouc’h-penn égét n’éc’h eûz rôet. Douj da Zoué, évit ma hellô da vreûr béva enn da dî.
2 Samuel 12:14Koulskoudé ô véza ma éc’h eûz lékéat énébourien ann Aotrou da zrouk-pédi enn-abek da gémen̄t-sé, ar mâb a zô ganet d’id a varvô.
Nehemiah 5:15Hôgen ar rénerien gen̄ta a oa bét em raok, hô dôa gwasket ar bobl, hag hô dôa kéméret digan̄t-hô daou-ugen̄t sikl bemdez war ar bara, war ar gwîn, ha war ann arc’han̄t; hag hô ministred hô c’hargé c’hoaz. Hôgen mé n’am eûz két gréat kémen̄t-sé, ô véza ma toujann Doué.
Proverbs 17:26Né két mâd ôber gaou oud ann dén reiz: na skei gan̄d ar prin̄s a varn hervez ar reizded.
Proverbs 19:2El léac’h n’éma két gwiziégez ann éné, n’eûz kéd a vâd; ha néb a gerz ré vuan, a gouézô.