Levr Nehemia 5
1Neûzé ar bobl, hag hô gragez ar réaz klemmou brâz a-éneb ar Iuzevien hô breûdeûr.
2Ha lôd anézhô a lavaré: Ré a vipien hag a verc’hed hon eûz, kéméromb évit-hô évit ma hellimp dibri ha béva.
3Lôd all a lavaré: Gwéstlomp hor parkéier, hor gwiniennou, hag hon tiez, évit ma hor bézô éd é-pâd ann naounégez.
4Ha lôd all a lavaré: Emprestomp arc’han̄t évit paéa tellou ar roué, ha rôomp hor parkéier hag hor gwiniennou.
5Ha bréma hor c’hîg a zô ével kîg hor breûdeûr; hag hor mipien ével hô mipien; ha chétu é lékéomp é gwazoniez hor mipien hag hor merc’hed, ha lôd eûz hor merc’hed a zô é sklavérez, ha n’hon eûz két péadrâ d’hô daspréna; râg hor parkéier, hag hor gwiniennou a zô é pers ar ré all.
6Drouk-brâz a zavaz enn-oun pa hô c’hleviz ô krôza enn doaré-zé.
7Ober a riz va sonj gan-en (T), hag é ten̄siz ar ré vrâz hag ar rénerien, hag é liviriz d’ézhô: Ha c’houi a gémer kampi digan̄d hô preûdeûr? Ha mé a zavaz eur strollad brâz enn hô énep,
8Hag é liviriz d’ézhô: Nî, ével ma ouzoc’h, hon eûz dasprénet diouc’h hor galloud hor breûdeûr ar Iuzevien, péré a oa bét gwerzet d’ar brôadou; ha bréma éta é werzot-hu hô preûdeûr, ha nî eo hô dasprénô? Hag hî a davaz, ha na gavchon̄t gér é-bed da lavarout.
9Ha mé a lavaraz d’ézhô: Né két mâd ar péz a rit: pérâk na gerzit-hu két é doujan̄s hon Doué, gan̄d aoun na vemp tamallet gan̄d ar brôadou a zô da énébourien d’é-omp?
10Mé, ha va breûdeûr, ha va faotred, hon eûz préstet da galz, arc’han̄t hag éd; aotréid d’é-omp holl, na c’houlennimp nétrâ digan̄t-hô, ha ma lézimp gan̄t-hô ar pez a dléon̄t d’é-omp.
11Distaolit éta d’ézhô hiriô hô farkéier, hag hô gwiniennou, hag hô gwéz-olived, hag hô ziez; rôit zô-kén évit-hô ar c’han̄tved eûz ann arc’han̄t, eûz ann éd, eûz ar gwîn, hag eûz ann éôl oc’h boazet da gémérout digan̄t-hô.
12Hag hi a lavaraz: Disteûrel a raimp d’ézhô, ha na c’houlennimp nétrâ digan̄t-hô; ôber a raimp ével ma lévérez. Neûzé é c’halviz ar véléien, hag é likiiz anézhô da doui pénaoz é rajen̄t ével m’am bôa lavaret.
13Goudé-zé éc’h héjiz va askré, hag é liviriz: Ra héjô Doué ével-sé eûz hé dî hag eûz hé labouriou, kémen̄d hini ha na zévénô két ar gér-zé; ra vézô héjet ével-sé, ha ra zeûi da véza gwân. Hag ann holl bobl a lavaraz: Amen. Hag hî a veûlaz Doué. Ar bobl a réaz éta ével ma oa bét lavaret.
14Hôgen adaleg ann deiz é péhini é c’hourc’hémennaz ar roué d’in ma vijenn da réner é brô Juda, adaleg ann ugen̄tved bloaz bétég ann eil ha trégon̄t eûz ar roué Artaksersez, é-pâd daouzék vloaz, mé ha va breûdeûr n’hon eûz két debret ar bara a oa dléet d’ar rénerien.
15Hôgen ar rénerien gen̄ta a oa bét em raok, hô dôa gwasket ar bobl, hag hô dôa kéméret digan̄t-hô daou-ugen̄t sikl bemdez war ar bara, war ar gwîn, ha war ann arc’han̄t; hag hô ministred hô c’hargé c’hoaz. Hôgen mé n’am eûz két gréat kémen̄t-sé, ô véza ma toujann Doué.
16Hag ouc’h-penn-zé é labouriz évid aoza ar vûr, ha na bréniz park é-béd; ha va holl baotred a zô en em strollet évid al labour.
17Ar Iuzevien hô-unan hag ar rénerien, hag hî kan̄t dén hag han̄ter-kan̄t dén, hag ar ré a oa deûet d’hor c’havout, eûz ar boblou a oa war-drô d’é-omp, a zebré out va zaol.
18Aozet é oa d’in bemdéz eunn éjenn, ha c’houéac’h dan̄vad eûz ar ré wella, hép nivéri ann evned; hag eûz a zék dervez da zék dervez, é rôenn kalz a wîn, hag a draou all, pétrâ-bennâg na gémérenn nétrâ eûz a gémen̄t a oa dléet d’am c’harg, râg gwall wasket é oa ar bobl.
19Az péz koun ac’hanonn, ô va Doué, évid ôber trugarez em c’hén̄ver, hervez ann holl vâd em eûz gréat d’ar bobl-man̄. ———— VI. PENNAD. Énébourien ar Iuzevien a glask hô spoun̄ta. Kaloun Néhémias.